Captain America
Captain America
Un den gwisket evel Captain America er Pentagon, d'an 28 a viz Ebrel 2005. A-dreñv e weler kein un den gwisket evel Spider-Man

Titouroù embann :
Embanner : Marvel Comics
Krouet gant : Joe Simon, Jack Kirby
Kentañ avantur : Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941)
Titouroù ar personaj
Anv klok : Steven Rogers
Lesanvioù : Nomad, The Captain
Galloudoù : Nerzh, tizh, kaleter, gwevnded, kilstourmoù, ha skiantoù kresket a-drugarez da serom ar goursoudard. Pareañ a ra buanoc'h evit a re all ha ne gosha ket.
Arm : Skoed e kendeuzad dir-Vibraniom
Barregezhioù : Mestr en arzoù an emgann gant an daouarn
Keveler(ien) : Avengers
Mignon(ed) : Bucky Barnes, Falcon, Sharon Carter


Captain America a zo un haroz faltazi a gaver e comic books embannet gant Marvel Comics. Dizoloet e voe evit ar wech kentañ e Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941), embannet gant Timely Comics,[1] ha krouet gant Joe Simon ha Jack Kirby. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet gwerzhet e-tro 210 milion a skouerennoù eus comic books "Captain America" e 75 bro er bed.[2] Alter ego Steve Rogers (un den a voe lakaet da greñvaat dre gemer louzoù a-benn sikour ar Stadoù-Unanet e-pad an Eil Brezel-bed) eo Captain America. Tennañ a ra e zilhad da vanniel ar Stadoù-Unanet. Bepred e vez gant ur skoed dizistrujus, hag a c'hall bannañ[3]. Haroz brudetañ Timely Comics e voe Captain America e-pad an Eil Brezel-bed. Goude ar brezel ez eas e vrud war zigreskiñ, betek mont da netra er bloavezhioù 1950, war-bouez un taol-esae e 1953. Adlañset e voe Captain America da vare oadvezh argant ar c'homics (saozneg : Silver Age of Comic Books), pa voe sikouret gant izili Avengers e The Avengers #4 (miz Meurzh 1964). Abaoe eo bet alies Captain America e penn ar skipailh, ha comics gouestlet dezhañ nemetken a zo bet embannet ivez. Daoust ma voe lazhet Steve Rogers e Captain America vol. 5, #25 (miz Meurzh 2007) e voe dizoloet e oa bev c'hoazh, hag kenderc'hel a reer da embann e droioù-kaer[4] ma weler James "Bucky" Barnes o kemer plas Captain America.

Skoed Captain America

Istor an embann

kemmañ

Krouet e voe Captain America gant ar senarioour Joe Simon gant sikour an treser Jack Kirby e 1941. Er memes koulz e kemeras perzh ar Stadoù-Unanet er brezel. Ur pal politikel o doa lakaet d'an oberenn rak heuget e oant gant Alamagn nazi. Goude e lavaras Simon : "Aozet mat-tre e oa an dud a-enep ar brezel. Fellout a rae deomp embann hor savboent ivez."[5]

E miz Kerzu 1940 e voe lakaet e gwerzh Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941), da lavaret eo bloaz a-raokPearl Harbor. War golo ar c'homic e weler Captain America o reiñ un taol e javed Adolf Hitler. Tost ur milion a skouerennoù a voe gwerzhet.[6] Dre vras e voe degemeret mat gant al lennerien. Simon a venegas memestra "Pa voe embannet an niverenn gentañ hor boe. . . lizheroù gourdrouz ha kunujennoù. Tud' zo a oa a-enep penn-da-benn ar pezh a dalveze Cap."[5] Daoust ma voe krouet gourharozed vrogarour all e teuas Captain America da vezañ an hini brudetañ e-touez ar c'homics bet embannet a-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed. Asambles gant e skorer Bucky e stourmas Captain America ouzh an naziegezh, ouzh Japan hag ouzh kement hini a oa a-enep ar Stadoù-Unanet pe ar Gevredidi e-pad ar brezel. Buan e teuas da vezañ gourharoz brudetañ Timely, hag e voe krouet ur c'hlub tud entanet gantañ, "Sentinels of Liberty" e anv.[5] D'ar mare-se e veze gwerzhet e-tro 1 milion a skouerennoù bep miz, da lavaret eo ouzhpenn ar pezh a veze gwerzhet gant kelaouennoù evel Time[7]. Simon ha Kirby a reas war-dro betek #10 (miz Genver 1942). Goude-se ez ejont da labourat evit D.C. Comics, hag ez eo neuze Al Avison ha Syd Shores a reas war-dro tresañ Captain America. Ar gourharoz a weler ivez en All Winners Comics #1-19 (hañv 1941 - diskar-amzer 1946), Marvel Mystery Comics #80-84,86-92, USA Comics #6-17 (miz Kerzu 1942 - diskar-amzer 1945) hag All Select Comics #1-10 (diskar-amzer 1943 - hañv 1946). Da-heul ar brezel ez eas war ziskar brud ar c'hourharozed. Lakaet e voe Captain America e penn ar strollad gourharozed kentañ krouet gant led Timely/Marvel, All-Winners Squad e anv, en All Winners Comics #19 & 21 (diskar-amzer - goañv 1946) ne voe ket eus #20). E 1948 e voe gloazet Bucky e Captain America ha Betsy Ross (karedig Captain America) a gemeras e blas hag a zeuas da vezañ ar c'hourharozez Golden Girl. E miz C'hwevrer 1950 e paouezas Captain America Comics da vezañ embannet (#75).

Klasket e voe adstagañ gant embann ar c'homic Captain America gant Atlas Comics er bloavezhioù 1950. Distreiñ a reas neuze Captain America gant Human Torch ha Sub-Mariner, e Young Men #24 (miz Kerzu 1953). Captain America a voe gwelet bloaz goude e Young Men #24-28 hag e Men's Adventures #27-28 ha #76-78. Met ur c'hwitadenn e voe,[8] hag embann comic Captain America a voe paouezet gant #78 (miz Gwengolo 1954).

Da vare Oad argant ar c'homics

kemmañ

En istor gant Human Torch anvet "Captain America" (e-barzh Strange Tales #114, miz Du 1963)[9] e lakaas Stan Lee ha Jack Kirby Johnny Storm (Human Torch) da gejañ ouzh Captain America, hag eñ lakaet da haroz an Eil Brezel-bed ha distro goude meur a vloaz. E dibenn an istor 18 pajennad e tizoloer ne oa ket Captain America met ar gourvilen Acrobat, hag a oa bet trec'het gant Human Torch e Strange Tales #106. Goude-se e weler Storm o tapout ur c'homic kozh ma weler ez eo Captain America Steve Rogers. Un taol-esae e oa da welout hag-eñ e plijfe d'al lennerien e teufe Captain America en-dro.

Captain America a zistroas en The Avengers #4 (miz Meurzh 1964), ma tispleger e oa kouezhet diwar ur c'harr-nij arnodiñ er Meurvor Atlantel e dibenn ar brezel, hag e oa chomet skornet en ur bloc'had skorn. Buan e voe lakaet e penn ar strollad. Da-heul berzh gourharozed all krouet gant Marvel e voe lakaet Captain America da haroz "aloubet e spered gant eñvorennoù kozh, hag a glask azasaat da gevredigezh ar bloavezhioù 1960."[10]

Captain America a voe gwelet ivez asambles gant "Iron Man" e Tales of Suspense #58 (miz Here 1964). Lakaet e vo Captain America da bennharoz en ivernen da-heul. Adstagañ a reas Jack Kirby gant tresañ Captain America, ar pezh n'en doa ket graet abaoe 1941. Eus #63 (miz Meurzh 1965) #71 (miz Du 1965) e voe adkontet orin Captain America.

Er bloavezhioù 1970 e voe lakaet meur a zudenn da wiskañ dilhad Captain America.[11],[12] Lennerien nevez a voe ivez, tra ma oa lakaet Captain America e penn Avengers. Ur c'homic gouestlet dezhañ nemetken a voe ivez e Tales of Suspense #59 (miz Du 1964). Gant Kirby e voe treset holl istorioù (war-bouez daou anezho) Tales of Suspense, hag a zeuas da vezañ Captain America adalek #100 (miz Ebrel 1968). Gil Kane ha John Romita Sr. ar reas war-dro an daou istor all. Meur a istor a voe echuet gant all iver George Tuska hag ivez gant Romita Sr, Dick Ayers ha John Tartaglione. Tresadennoù Kirby a veze livet peurliesañ gant Frank Giacoia ("Frank Ray") ha Joe Sinnott, met Don Heck ha Syd Shores a gemeras perzh ivez. Tresadennoù ar c'homic nevez titlet Captain America a voe graet gant Kirby, Jim Steranko ha meur a hin all. Anvet e voe ivez Captain America and the Falcon (#134-222).

Ar rummad-se — anvet Captain America vol. 1 gant enklaskerien hag istorourien ar c'homics,[13] da-heul Captain America Comics (bloavezhioù 1940 ha 1950) — a echuas gant #454 (miz Eost 1996). Da-heul e voe Captain America vol. 2 (miz Du 1996 – miz Du 1997),[14] Captain America vol. 3 (13 levrenn, miz Genver 1998 – miz C'hwevrer 2002),[15] the 32-issue Captain America vol. 4 (miz Even 2002 – miz Kerzu 2004)[16] ha Captain America vol. 5 (miz Genver 2005 – miz Gouere 2009 )[17].

Krouet e voe ivez an heuliadoù Captain America Sentinel of Liberty (miz Gwengolo 1998-miz Eost 1999) ha Captain America and the Falcon (miz Mae 2004-miz Even 2005).

E-touez disoc'hoù "Civil War" emañ marv Steve Rogers e Captain America vol. 5, #25 (miz Meurzh 2007). Ed Brubaker hag a skrivas ar senario, a lavaras "An dud eus an tu-kleiz a blij Captain America dezho a felle dezho e rafe prezegennoù a-enep politikerezh George W. Bush hag ar re eus an tu-dehou a felle dezho ez afe da Vaghdad, da skeiñ gant Saddam Hussein".[18]

Joe Simon, hag a oa bet unan eus krouerien an dudenn, a lavaras : "N'eo ket ar mare evitañ da vont kuit. Ezhomm hon eus anezhañ bremañ."[18]

E miz Eost 2007 e voe embannet gant Marvel e tistrofe en amzer vremañ Captain America ar bloavezhioù 1940 en un heuliad 12 niverenn-pad titlet Avengers/Invaders krouet gant Alex Ross[19] Embannet e voe ivez e vefe ur Captain America nevez gant dilhad treset gant Ross, hag a vefe embannet e Captain America (vol. 5) #34.[20].

E 2007 e voe krouet an heuliad berr Captain America: The Chosen, senario gant David Morrell ha tresañ gant Mitchell Breitweiser, ma weler munutennoù diwezhañ Steve Rogers e savadur S.H.I.E.L.D., tra ma'z implij e nerzh spered da gas James Newman, ur marine o vrezeliñ en Afghanistan. N'emañ ket The Chosen en heuliad pennañ Marvel Universe[21],[22].

E vuhez evel m'eo bet ijinet gant e grouerien

kemmañ

Bloavezhioù 1940

kemmañ

D'ar 4 a viz Gouere 1917 e voe ganet Steve Rogers e Lower East Side of Manhattan, New York. Divroidi iwerzhonat eo e dud Sarah ha Joseph Rogers.[23] Joseph Rogers a varvas pa oa bugel Steve ha Sarah a varvas gant an droug-skevent pa oa krennard Steve. E penn-kentañ 1940 ez eo Rogers studier war an arzoù. Un den gwan eo. Pa wel ar pezh a c'hoarvez gant an Trede Reich e fell dezhañ dont da vezañ soudard, met n'eo ket degemeret en arme peogwir eo re wan. Ar jeneral Chester Phillips a zo klask tud a c'hallo implijout en e daolioù-arnod, hag e kinnig da Rogers tkemer perzh en e raktres kuzh anvet Operation: Rebirth. Dont a-benn da grouiñ soudarded kreñv-kenañ eo pal ar raktres. Asantiñ a ra Rogers ha roet e voe dezhañ serom ar goursoudard bet ijinet gant ar skiantour "Dr. Josef Reinstein".[24],[25]

Kresket a galz eo kigennoù ha dastaolioù Rogers, hag Erskine a embann eo deuet Rogers da vezañ "un den tost peurvat."[25] Ne zeu ket a-benn gouarnamant SUA da virout kuzh Operation: Rebirth, ha neuze ez eo lakaet Captain America da c'hourharoz. Stourm a ra neuze ouzh Red Skull. D'ar mare-se ivez e resev Rogers e zilhad savet diwar skouer banniel SUA[23]), ur skoed hag an anv Captain America. Un identelezh kuzh a zo roet dezhañ ivez evit ma kasfe e vuhez e kamp Lehigh e Virginia, ma kej ouzh James Buchanan "Bucky" Barnes.[24]

E dibenn miz Ebrel 1945, da zevezhioù diwezhañ an Eil Brezel-bed e klask Captain America ha Bucky mirout e vefe distrujet ur c'harr-nij gant Baron Zemo. Ur vombezenn a zo bet lakaet er c'harr-nij gant Zemo ha pa dizh Captain America ha Bucky ar c'harr-nij e tarzh. Soñjal a reer e varv Bucky war an taol, ha kouezhañ a ra Captain America er mor. Met n'int ket marv.[26]

Dibenn ar bloavezhioù 1940, bloavezhioù 1950

kemmañ

Goude bezañ bet o stourm ouzh nazied da vare an Eil Brezel-bed e voe lakaet Captain America da stourm ouzh enebourien nevez SUA, da lavarout eo komunourien. Berrbad e voe taol-esae adlañsañ troioù-kaer Captain America er bloavezhioù 1950.

Bloavezhioù 1960-1970

kemmañ

Bloavezhioù goude[26] e voe dizoloet korf Steve Rogers e norzh ar Meurvor atlantel gant izili Avengers. Kinniget e voe da Rogers bezañ ezel eus Avengers hag asantiñ a reas, ha buan e voe lakaet e penn ar strollad[27]. Kenlabourat a ra ivez Rogers gant e vignon kozh Nick Fury (hag eñ e penn S.H.I.E.L.D.).[28] A-drugarez da Fury e kej Rogers ouzh Sharon Carter, hag a labour evit SHIELD[29]. Un istor karantez a zo etrezo.

Kejañ a reas ivez Rogers ouzh Sam Wilson. Lakaat a reas anezhañ da bleustriñ ha dont a reas Wilson da vezañ Falcon,[30] Mignoned e teujont da vezañ, hag e kaver an daou anezho e meur a gomic gant an titl Captain America and the Falcon.[31]

Anv a voe graet ivez eus istor Watergate er c'homics, ar pezh a lakaas Captain America d'en em soñjal war e berzh evel arouez eus SUA. E-pad ur pennadig e tibabas bezañ anvet Nomad. D'ar mare-se e voe gwisket dilhad Captain America gant meur a hini all, met ne rejont ket berzh.[32] A-benn ar fin ec'h asant Rogers dont da vezañ Captain America en-dro.[33] D'ar mare-se ivez e teuas Rogers da vezañ kreñv-kenañ e-pad ur pennadig.[34] D'ar mare-se ivez e tizoloas e vije marv Sharon Carter[35].

Bloavezhioù 1980-1990

kemmañ

Treset e voe Captain America gant John Byrne er bloavezhioù 1980. Kontet e vo ivez istor hag orin Red Skull. Rogers a gejas ouzh Bernie Rosenthal,[36] hag a zeu da vezañ e garedig. Kenlabourat a ra ivez gant Nomad e-pad ur pennadig.[33] Kejañ a reas ivez ouzh Diamondback[37] Dilennet e voe Rogers gant an holl harozed bodet gant Beyonder p'edont o chom e Battleworld.[38].

Mark Gruenwald a lakaas dodennoù politikel ha kevredigezhiel en istorioù.[39],[40] Kenlabourat a reas Captain America gant D-Man[41],[42].

Er bloavezhioù 2000

kemmañ

Rogers a asant lavarout ez eo Captain America hag ez a da chom da Red Hook e Brooklyn, New York.[43]

Da-heul an darvoudoù kontet en Avengers Disassembled ec'h adkrog Rogers da labourat evit S.H.I.E.L.D. hag e tizolo ez eo bepred bev Bucky nemet eo bet lakaet da spier gant URSS gant an anv Winter Soldier. Rogers a baouez ivez e zarempred gant Sharon Carter. Goude marv Captain America e soñj dezhi ez eo dougerez[44].

E 2006-2007 en heuliad "Civil War" e sav Captain America a-enep al lezenn ma kemenner d'ar c'hourharozed kemer perzh en un niveradeg, peogwir e soñj dezhañ ez eo ul lezenn a-enep frankizoù sivil an dud. E penn ar strollad gourharozed a stourm a-enep ar gouarnamant emañ. Rankout a ra tec'hout ha kuzhat hag e stourm a-enep ar c'hourharozed a-du gant al lezenn, hag int kaset gant Iron Man. Lakaat a ra da grediñ ez eo anvet "Brett Hendrick", ur gward en ur greizenn-genwerzh[45] A-feur ma kendalc'h ar brezel ec'h asant degemer en e skipailh tud n'en dije ket dibabet en un degouezh all, evel Punisher ha Kingpin.[46]

Captain America a zo trec'h war Iron Man en emgann diwezhañ met paouezet eo gant ur strollad tud a-raok peurlazhañ Iron Man. Merzout a ra neuze e laka en arvar an dud a fell dezhañ gwareziñ. En em zaskoriñ a ra, ar boliserien a lak kefioù-dorn dezhañ, hag e weler Punisher o tastum e vaskl.[47]

Marv Captain America

kemmañ

Da-heul e zaskor e tamaller ur bern torfedoù da Steve Rogers. E-keit ha ma kaser anezhañ d'u lez-varn e tenn ur sniper warnañ. E-pad ar pennad reuz da-heul ez eo gloazet Captain America teir gwech ouzhpenn gant Sharon Carter. Kaset eo Rogers d'un ospital ma varv ennañ.[48] Aozet eo bet ar muntr gant Red Skull, Crossbones eo ar sniper ha Dr. Faustus en deus lakaet da grediñ e oa bredvezeg S.H.I.E.L.D. hag eñ eo en deus lakaet Carter dindan gazelge.[48]

Gwall skoet eo kumuniezh ar c'hourharozed gant ar muntr. E-pad ur pennad en em wisk Punisher tamm-pe-damm evel Captain America, ha Winter Soldier ha Wolverine a glask veñjiñ o mignon. Laeret eo skoed Captain America gant Winter Soldier ha Punisher a ro dmaskl Captain America dezhañ[49] Douaret eo Captain America e bered broadel Arlington, ma saver ur monumant d'e enoriñ. Met n'eo ket e gorf a zo douaret : Tony Stark, Hank Pym ha Janet Van Dyne a gas korf Rogers d'an arktik, e-lec'h ma oa bet kavet bloavezhioù a-raok. Namor a gemer perzh el lid ivez, hag e tou ne zeuio den da zirenkañ al lec'h.[50].

Stark a resev ul lizher m'eo skrivet c'hoantoù diwezhañ Rogers : dav eo da Stark saveteiñ Bucky, ha daoust m'eo marvet Captain America en deus ezhomm ar bed anezhañ[51] Bucky a asant kinnig Stark hag e wisk dilhad Captain America, gant ma vo emren.[52] Derc'hel a ra Bucky skoed Captain America, met cheñch a ra dilhad, hag e toug ivez ur bistolenn hag ur gontell.[52] Thor a zeu a-benn da eskemm gant spered Steve Rogers da-geñver kentañ deiz-ha-bloaz e varv. Dont a ra a-benn Thor da lakaat holl vedia tredan SUA da chom a-sav e-pad ur vunutenn da enoriñ Captain America.[53].

Distro Steve Rogers

kemmañ

Kadarnaet e voe gant New York Daily News ha Newsarama e teufe Steve Rogers en-dro. An istor a grogas e #600[54],[55] D'ar 1añ a viz Gouere 2009 e voe bev Steve Rogers en-dro en heuliad 6 levrenn anvet Captain America: Reborn.[56].

Captain America: Reborn

kemmañ

E Captain America: Reborn #1 e tizoloer ne oa ket marv Steve Rogers, met kaset difiñv en egor hag en amzer. Klask a ra Red Skull implijout Sharon Carter hag ur mekanik krouet gant Doctor Doom a-benn adtapout Rogers, met dre ma'z eo bet distrujet ar mekanik gant Sharon e pourmen Rogers en egor hag en amzer. E-pad unan eus ar beajoù-se e komz ouzh Vision,[57], hag a ro ar gemennadenn da Reed Richards, hag eñ a gompren ez eo gant Sharon e c'hallo adtapout Rogers. Met re ziwezhat en em gav Reed pa zeu a-benn Red Skull da gontrolliñ korf Steve ha da implijout anezhañ a-enep Bucky[58].

Er c'homic Captain America: Who Will Wield the Shield? (one-shot), hag a c'hoarvez goude fin Reborn[59] en em c'houlenn Rogers hag-eñ e talv ar boan e wiskfe dilhad Captain America en-dro. Santout a ra eo gouest Bucky da vezañ Capatin America. E-pad un dro-c'hed e kej Rogers ouzh Bucky ha Black Widow. Bucky a wel anezhañ hag e taol e skoed dezhañ. Goude-se ec'h adro Rogers e skoed da Bucky, hag a nac'h kemer anezhañ dre ma'z eo distro Rogers ha dre ma soñj dezhañ ez eo Rogers ar gwir Captain America. Rogers a lavar da Bucky n'eo ket sur en dije c'hoant da vezañ Captain America en-dro hag e c'houlenn gantañ, ar pezh a zegemer Bucky a-benn ar fin.

Diwezhatoc'h e c'hortoz Rogers en Ti gwenn hag e komz ouzh Barack Obama. Pardonet eo Rogers gant ar prezidant. Pa zispleg Rogers da Obama e c'hellje dilezel e berzh a Captain America e respont ar prezidant e c'hallfe kinnig dezhañ un dra "a bouez bras-kenañ"[60].

Kemennet eo bet e stourmfe Captain America asambles gant Thor hag Iron Man, ar pezh ne oa ket c'hoarvezet pell'zo, da-geñver darvoudoù Siege, hag a vo klozadur pennad Dark Reign[61].

E dibenn Dark Avengers Annual #1 e weler Bucky Barnes e Captain America. O komz ouzh Steve Rogers (gwisket e du) emañ, hag o sellout ouzh Noh-Varr emaint[62] Degemer a ra New Avengers en e ziazez-lec'h goude ma vefe bet distrujet ranndi Barnes gant Dark Avengers.[63] Digoradur Siege a echu pa wel Steve Norman Osborn hag e strollad Dark Avengers o tizorniañ Thor er skinwel.[64]. En eil niverenn Siege emañ Steve Rogers o prientiñ mont da Asgard gant ur strollad gourharozed ennañ Nick Fury, Spider-Man ha Bucky. A-raok ma loc'hfent war-du Asgard, e lavar Steve Rogers (gwisket e Captain America) da Bucky en deus ezhomm eus e skoed a-benns tourm ouzh Dark Avengers.[65].

Heroic Age

kemmañ

E dibenn "Siege" ez eo galvet Steve Rogers da vont d'an Ti gwenn ma kinnig ar prezidant dezhañ bezañ e penn surentez ar Stadoù-Unanet. Asantiñ a ra Rogers gant ma vo laosket d'ober evel ma fell dezhañ. Nullet eo lezenn niveradeg ar c'hourahrozed (saozneg : Super-Human Registration Act) hag e-pad un emvod en Avenger Tower e lavar Rogers d'ar re all ez eo penn-kentañ un pennad nevez hag en deus ezhomm eus o sikour[66] Goude-se e weler Steve oc'h ober war-dro bac'hañ Norman Osborn e toull-bac'h The Raft. Deuet eo da vezañ Captain Steve Rogers.[67].

Enebourien

kemmañ

Abaoe 60 vloaz ma stourm Captain America en deus bet tro da gejañ ouzh enebourien arouezius eus an enepamerikaniezh : nazied (Red Skull, Baron Zemo), neveznazied (Crossbones, Doctor Faustus), faskourien (AIM, Arnim Zola), komunourien (Aleksander Lukin) ha sponterien (HYDRA).

Galloudoù ha perzhioù

kemmañ

N'en deus Captain America tamm galloud dreistordinal ebet, met un de kreñv, gwevn, bliv eo, a-drugarez d'ar serom a zo bet roet dezhañ.[68] A-drugarez d'ar serom eo ivez kaletoc'h evit forzh piv bennak e vefe.[69] Sed penaos e tispleger e chomas bev e-keit ha ma oa er skorn. Anavezout mat a ra ivez kement tra a denn d'an arme, ha barrek eo war ar judo, ar boks, ar c'hickboxing hag an embregrezh korf. Ar spiañ a anavez ivez, dre forzh labourat evit S.H.I.E.L.D.. Ken barrek eo ken e c'hall tizhout meur a enebour pa daol e skoed. Unan eus gourharozed varrekañ Marvel eo a-fet barregezhioù d'en em gannañ.[70],[71] Goude bezañ stourmet ouzh ar Wehrmacht en deus desket Rogers, ha ne c'hell ket bezañ lakaet dindan gazelg-ê. N'eo ket direnket gant ar gaz ivez. Sed ar pezh a brouas pa stourmas ouzh Prometheus hag e voe trec'h warnañ. Rogers a lavaras e oa dre stourm ouzh ar Wehrmacht en doa desket chom war evezh[72].

Armoù ha dafar

kemmañ
 
Skoed, 1941.
 
Skoed, 1941-1949.
 
Skoed, 1964-2011.

A-hed an istorioù ec'h implij Captain America meur a skoed. An hini implijetañ a zo diazezet war ur meskaj vibraniom ha dir ha dizistrujus eo[73] Savet eo bet ar skoed-se gant Dr. Myron MacLain diwar urzh ar prezidant Franklin Delano Roosevelt. Gallout a ra ivez Captain America bannañ e skoed, evel ma weler e "Captain America Foils the Traitor's Revenge" e Captain America Comics #3 (miz Mae 1941).[74]. Gellout a ra ar skoed bezañ implijet gant gourharozed all, evel ma lenner e Cable. Ennañ e lenner ivez e vo eus ar skoed en dazont, ha Cable a implij anezhañ pa vez o stourm, hag e toug anezhañ evel un arouez[75].

Gwarezet eo Captain America diouzh an tan a-drugarez d'e zilhad, ha dindanañ e wisk ur jiletenn a warez anezhañ diouzh tennoù e enebourien. Er penn-kentañ e oa distag e vaskl diouzh peurrest e zilhad, ar pezh en dije gellet lakaat anezhañ da vezañ anavezet. Kemmet ha kreñvaet eo bet ar maskl gantañ, ha staget ouzh peurrest e zilhad. Abaoe en deus Captain America embannet piv e oa e gwirionez. Evel ezel eus Avengers en deus Rogers ur gartenn Avengers renk a-raok.

Captain America a implij ivez ur marc'h-tan Harley Davidson dibar (bet kemmet e labourva armoù S.H.I.E.L.D.) hag ur van bet savet gant Wakanda Design Group.

Dastumadoù comics

kemmañ
Titl Comics dastumet ISBN
Essential Captain America, Vol. 1 Tales of Suspense #59-99; Captain America (vol.1) #100-102 SC: ISBN 0-7851-3006-3
Essential Captain America, Vol. 2 Captain America (vol.1) #103-126 SC: ISBN 0-7851-0827-0
Essential Captain America, Vol. 3 Captain America (vol.1) #127-156 SC: ISBN 0-7851-2166-8
Essential Captain America, Vol. 4 Captain America (vol.1) #157-186 SC: ISBN 0-7851-2770-4
Captain America: Secret Empire Captain America (vol.1) #169-176 SC: ISBN 0-7851-1836-5
Captain America: Nomad Captain America (vol.1) #177-186 SC: ISBN 0-7851-2197-8
Captain America: Madbomb Captain America (vol.1) #193-200 SC: ISBN 0-7851-1557-9
Captain America: Bicentennial Battles Captain America (vol.1) #201-205; Bicentennial Battles #1 SC: ISBN 0-7851-1726-1
Captain America: Swine Captain America (vol.1) #206-214; Captain America Annual #3-4 SC: ISBN 0-7851-2078-5
Captain America: War and Remembrance Captain America (vol.1) #247-255 SC: ISBN 0-7851-2693-7
Captain America: Deathlok Lives Captain America (vol.1) #286-288 SC: ISBN 0-7851-0019-9
Captain America: The Bloodstone Hunt Captain America (vol.1) #357-364 SC: ISBN 0-87135-972-3
Captain America: Streets of Poison Captain America (vol.1) #372-378 SC: ISBN 0-7851-0057-1
Captain America: Fighting Chance: Denial Captain America (vol.1) #425-430 SC: ISBN 0-7851-3738-6
Captain America: Fighting Chance: Acceptance Captain America (vol.1) #431-437 SC: ISBN 0-7851-3739-4
Captain America: Operation Rebirth Captain America (vol.1) #444-448, 450-454 SC: ISBN 0-7851-3126-4
Heroes Reborn: Captain America Captain America (vol.2) #1-12 SC: ISBN 0-7851-2339-3
Captain America: To Serve and Protect Captain America (vol.3) #1-7 SC: ISBN 0-7851-0838-6
Captain America: The New Deal Captain America (vol.4) #1-6 SC: ISBN 0-7851-1101-8
Captain America: The Extremists Captain America (vol.4) #7-11 SC: ISBN 0-7851-1102-6
Captain America: Ice Captain America (vol.4) #12-16 SC: ISBN 0-7851-1103-4
Captain America: Cap Lives Captain America (vol.4) #17-20; Tales of Suspense #66 SC: ISBN 0-7851-1318-5
Captain America: Homeland Captain America (vol.4) #21-28 SC: ISBN 0-7851-1396-7
Captain America and The Falcon: Two Americas Captain America and The Falcon #1-4 SC: ISBN 0-7851-1424-6
Avengers Disassembled: Captain America Captain America (vol.4) #29-32; Captain America And The Falcon #5-7 SC: ISBN 0-7851-1648-6
Captain America and The Falcon: Brothers And Keepers Captain America and The Falcon #8-14 SC: ISBN 0-7851-1568-4
Captain America: Winter Soldier, Book One Captain America (vol.5) #1-7 SC: ISBN 0-7851-1920-5
Captain America: Winter Soldier, Book Two Captain America (vol.5) #8, 9, 11-14 SC: ISBN 0-7851-1921-3
Captain America: Red Menace, Book One Captain America (vol.5) #15-17; Captain America 65th Anniversary Special SC: ISBN 0-7851-2321-0
Captain America: Red Menace, Book Two Captain America (vol.5) #18-21 SC: ISBN 0-7851-2225-7
Captain America: Civil War Captain America (vol.5) #22-24; Winter Soldier: Winter Kills SC: ISBN 0-7851-2798-4
The Death of Captain America, Vol. 1: The Death of the Dream Captain America (vol.5) #25-30 SC: ISBN 0-7851-2423-3
The Death of Captain America, Vol. 2: The Burden of Dreams Captain America (vol.5) #31-36 SC: ISBN 0-7851-2424-1
The Death of Captain America, Vol. 3: The Man Who Bought America Captain America (vol.5) #37-42 SC: ISBN 0-7851-2971-5
Captain America: The Man with No Face Captain America (vol.5) #43-48 SC: ISBN 0-7851-3163-9
Captain America: Road to Reborn Captain America (vol.5) #49-50, 600-601 HC: ISBN 0-7851-4174-X
Captain America: Reborn Captain America: Reborn #1-6 HC: ISBN 0-7851-3998-2

Notennoù

kemmañ
  1. E-barzh Marvel Milestone Edition: Captain America (1995) e weler un eilenn eus ar c'homic hep golo na niverenn, met lenn a reer s "Originally published ... as Captain America #000". N'eus niverenn ebet war golo comic kentañ Timley, Marvel Comics #1 e ditl.
  2. Death to ‘America’: Comic-book hero killed off, msnbc.com, 7 a viz Meurzh 2007
  3. "Bullpen Bulletins: "Stan's Soapbox", miz Kerzu 1999
  4. http://forum.newsarama.com/showthread.php?t=104091"yes, Captain America, Steve Rogers, is dead." Kemennadenn gant Marvel diwar-benn Captain America #25, Matt Brady, Newsarama, 7 a viz Meurzh 2007
  5. 5,0 5,1 ha5,2 Wright, Bradford W. Comic Book Nation: The Transformation of Youth Culture in America. Johns Hopkins, 2001. ISBN 0-8018-7450-5, p. 36
  6. Per researcher Keif Fromm, Alter Ego #49, p. 4 (caption)
  7. Marvel: Five Fabulous Decades of the World's Greatest Comics, Daniels, p. 37
  8. Wright, p. 123
  9. Grand Comics Database: Strange Tales #114 (Nov. 1963)
  10. Wright, p. 215
  11. Captain America #153-156 (miz Gwengolo-miz Kerzu 1972)
  12. What If? #4 (miz Eost 1977)
  13. https://web.archive.org/web/20110224173534/http://www.maelmill-insi.de/UHBMCC/capamer2.htm#S5%7Ctitle=The Unofficial Handbook of Marvel Comics Creators: "Captain America (I) (1968-1996)"
  14. https://web.archive.org/web/20100830173129/http://www.maelmill-insi.de/UHBMCC/capamer3.htm#S29 Unofficial Handbook: "Captain America (II) (1996-1997)"
  15. Unofficial Handbook: "Captain America (III) (1998-2002) PG"; Grand Comics Database: Captain America (1998 Series)
  16. Unofficial Handbook: "Captain America (IV) (2002-2004) PSR"; Grand Comics Database: Captain America (2002 Series)
  17. Unofficial Handbook: "Captain America (V) (2005-2007) T+"; Grand Comics Database: Captain America (2005 Series)
  18. 18,0 ha18,1 "Captain America killed!", by Ethan Sacks, New York Daily News, 7 a viz Meurzh 2007
  19. "Wizard World Chicago 2007: Alex Ross Returns to Marvel", kemennadenn Marvel (11 a viz Eost 2007) ha http://www.comicbookresources.com/?page=article&id=11195 Jonah Weiland  : Ross' Return Avengers/Invaders, Comic Book Resources, 14 a viz Eost 2007
  20. http://marvel.com/news/comicstories.1640.Captain_America_Lives?utm_campaign=front+page+tracking&utm_source=main+graphic&utm_medium=big+graphic+link&utm_content=%2Fnews%2Fcomicstories.1640.Captain_America_Lives : Captain America Lives
  21. http://forum.newsarama.com/showthread.php?t=116612 David Morrell Talks Captain America: The Chosen, Newsarama, 14 a viz Even 2007
  22. http://www.comicbookresources.com/?page=article&id=11191 THE FOUR VIRTUES: Morrell Talks "Captain America: The Chosen", Comic Book Resources, 13 a viz Eost 2007
  23. 23,0 ha23,1 Adventures of Captain America–Sentinel of Liberty #1-#4 (miz Here 1991 – miz Genver 1992)
  24. 24,0 ha24,1 Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941)
  25. 25,0 ha25,1 Captain America #109 (miz Genver 1969)
  26. 26,0 ha26,1 The Avengers #4 (miz Meurzh 1964)
  27. The Avengers #16 (miz Mae 1965)
  28. Tales of Suspense #78 (miz Even 1966)
  29. Tales of Suspense #75 (miz Meurzh 1966)
  30. Captain America #117 (miz Gwengolo 1969)
  31. Captain America #117-119 (miz Gwengolo-miz Du1969)
  32. Captain America #176-183 (miz Eost 1974 – miz Meurzh 1975)
  33. 33,0 ha33,1 Captain America #282 (miz Even 1983)
  34. Captain America #159 (miz Meurzh 1973)
  35. Captain America #237 (miz Gwengolo 1979)
  36. Captain America #248 (miz Eost 1980)
  37. Captain America #310 (miz Here 1985)
  38. Secret Wars #1 (May 1984)
  39. Mark Gruenwald : Captain America, Issue 312, miz Kerzu 1985
  40. Mark Gruenwald  : Captain America, Issue #318-#320, miz Even-miz Eost 1986)
  41. Mark Gruenwald : Captain America, Issue #328, miz Ebrel 1987
  42. Captain America, Issue = #270
  43. Captain America vol. 2, #1-7 (miz Even 2002 – miz C'hwevrer 2003)
  44. Ed Brubaker : Captain America, Volume 5, Issue 1, miz Du November 2004, Marvel Comics
  45. Mark Millar : Civil War, Volume 1, Issue 1-7, miz Gouere 2006-miz Genver 2007, Marvel Comics
  46. Frank Tieri : Civil War: War Crimes, Volume 1, Issue 1, miz C'hwevrer 2007, Marvel Comics
  47. Mark Millar : Civil War, Volume 1, Issue 7, miz Genver 2007, Marvel Comics
  48. 48,0 ha48,1 Ed Brubaker : Captain America, Volume 5, Issue 25, miz Meurzh 2007, Marvel Comics
  49. Punisher War Journal vol. 2, #11 (miz Du 2007)
  50. Fallen Son: The Death of Captain America #1-5 (miz Even-miz Eost 2007)
  51. Captain America #30 (miz Gwengolo 2007)
  52. 52,0 ha52,1 Captain America #34
  53. Thor vol. 3, #11 (miz Here 2008)
  54. [1]
  55. [2]
  56. http://www.cnn.com/2009/SHOWBIZ/06/15/captain.america/index.html CNN : Captain America, thought dead, comes back to life - CNN.com
  57. Ed Brubaker: Captain America: Reborn, Volume 1, Issue 3, miz Gwengolo 2009, Marvel Comics
  58. Ed Brubaker : Captain America: Reborn, Volume 1, Issue 4, miz Du 2009, Marvel Comics
  59. Captain America: Who Will Wield the Shield? #1 preview @ Comic Book Resources
  60. Ed Brubaker : Captain America: Who Will Wield the Shield?, Volume 1, Issue 1, miz Kerzu 2009, Marvel Comics
  61. http://comics.ign.com/articles/103/1034124p1.html Richard George  : Marvel Lays Siege to Dark Reign, IGN.com, 12 a viz Here 2009
  62. Dark Avengers Annual #1
  63. New Avengers Annual #3
  64. Siege #1
  65. Siege #2
  66. Siege #4
  67. Dark Avengers #16
  68. Captain America #372-#378 (miz Mae-miz Du 1990)
  69. Captain America 65th Anniversary Special (miz Mae 2006)
  70. Captain America #302 (miz C'hwevrer 1985)
  71. Captain America #375 (miz Eost 1990)
  72. Avengers/JLA #4 (miz Mae 2004)
  73. Captain America #303-304 (miz Meurzh-miz Ebrel 1985)
  74. Thomas, Roy, Stan Lee's Amazing Marvel Universe (Sterling Publishing, New York, 2006), p. 11. ISBN 1-4027-4225-8; ISBN 978-1-4027-4225-5.
  75. Cable and Deadpool #25


Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ