Carghjese
kumun Bro-C'hall
Carghjese (Cargèse e galleg, Καργκέζε e gresianeg) zo ur gêriadenn hag ur gumun eus Korsika, e departamant Korsika-ar-Su. Emañ war an aod, e kornôg an enezenn, 27 km en norzh da Aiacciu. Hervez niveradeg 2012 e oa 1 263 a dud o chom e Carghjese.
Diazezet e voe ar gêriadenn e dibenn an XVIIIvet kantved gant diskennidi tud deuet eus ledenez Mani e kreisteiz Gres. Div iliz zo e Carghjese, eus an XIXvet kantved o-div, an eil savet gant diskennidi an enbroidi eus Gres hag eben gant broidi eus Korsika.