Carino Pietro da Balsamo
Carino Pietro da Balsamo (marvet e 1293), a vez graet Sant Acerinus anezhañ a-wechoù[1], a oa muntrer Sant Pêr Verona hag a savas keuz dezhañ goude, ma teuas da vout breur dominikan. Lakaet eo da wenvidig gant an Iliz Katolik.
Hervez ar vojenn e oa un den kriz, eus Cinisello Balsamo, a oa bet goulennet outañ gant Katared Milano lazhañ Pêr a oa un Inkizitour. D'ar 6 a viz Ebrel 1252 e c'hoarvezas ar muntr, p'edo Pêr o vont eus Como da Vilano.
Levrlennadur
kemmañ- (en) Donald S. Prudlo, The Assassin-Saint: The Life and Cult of Carino of Balsamo, The Catholic Historical Review - Volume 94, Number 1, January 2008, pp. 1-21.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) Henry Charles Lea, A History of the Inquisition of the Middle Ages, Macmillan, 1888, levrenn II, pennad 4, pp. 191-289.