Carlo Cozio, kont eus Montiglio ha Salabue, a zo bet ganet e 1715 e Casale Monferrato (Italia) ha marvet e 1780.

Mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian.

Dimeziñ a reas gant Donna Taddea dei Marchesi di Barbiano di Chieri: ur mab a voe ganet gante.

An Difenn Cozio

kemmañ

1.e4 e5

2.Mf3 Mc6

3.Fb5 Mge7

An Difenn Cozio Daleet

kemmañ

1.e4 e5

2.Mf3 Mc6

3.Fb5 a6

4.Fa4 Mge7

Oberenn skrivet

kemmañ
 
  • Carlo Cozio, Il giuoco degli scacchi o sia Nuova idea di attacchi, difese e partiti del Giuoco degli Scacchi, 1766.

Ur mell levr eo, div levrenn ennañ, gant 700 pajenn. Peder lodenn a zo ennañ: an hini gentañ a-zivout ar c'haradenn (gambetto), an eil hini gouestlet d'ar c'hoari boutin, an deirvet hini a-zivout c'hoarioù "ar C'halabrad", hag an hini ziwezhañ gant 201 bartienn. Ur stagadenn a ya d'ober tost ur bempvet levrenn. Rouez-kenañ eo al levr-mañ: devet oa bet tost an holl skouerennoù anezhañ abalamour d'un tan-gwall er Stamperia Reale ("Moulerezh Roueel") e Torino.

Daveenn

kemmañ