Carlos Gomes Júnior
Carlos Domingos Gomes Júnior (ganet d'an 19 a viz Kerzu 1949) zo ur politikour eus Ginea-Bissau.
Ezel eo eus ar PAIGC ha brudet da vezañ pinvidikañ den ar vro. Ministr kentañ Ginea-Bissau adalek an 10 a viz Mae 2004 betek ma voe divodet e c'houarnamant gant ar prezidant João Bernardo Vieira e miz Here 2005. Goude an dilennadeg kannad gounezet gant ar PAIGC e 2008 e voe adlakaet da vinistr kentañ d'an 2 a viz Genver 2009. D'an 10 a viz Genver 2012 e roas e zilez a-benn lakaat e anv en dilennadeg prezidant. Trec'h e voe en dro gentañ a-enep Mohamed Ialá Embaló met un taol-Stad a c'hoarvezas a-raok an eil tro ha Gomes, asambles gant ar prezidant en etrekarg Raimundo Pereira, a voe harzet ha bac'het gant ar soudarded. Dieubet e voe d'ar 27 a viz Ebrel ha kaset da Abidjan.