Carlotta Savoia

(Adkaset eus Carlotta di Savoia)
Charlotte de Savoie, pe Carlotta di Savoia (1440-1483), eil pried Loeiz XI

Carlotta Savoia, pe Charlotte de Savoie (e galleg), pe Carlotta di Savoia (1445-1483), a oa ur briñsez eus Savoia hag a oa eil pried ar roue gall Loeiz XI. Mamm e oa d'ar roue gall Charlez VIII.

He buhezAozañ

Merc'h e oa da Ludovico Iañ (pe Luigi Iañ) , dug Savoia ha priñs Piemonte, ha da Anna di Lusignano, rouanez Kiprenez. Mab ar roue gall, ha danvez-roue Loeiz Bro-C'hall, a oa emsavet a-enep e dad Charlez VII, ha repuet e oa e Daofinez. E kuzh e reas emglev gant Loeiz Iañ, ha hennezh a roas e verc'h dezhañ.


Dimezet e voe Carlotta da nav bloaz, hag he fried intañv seizh warn-ugent, hep asant e dad, ar roue gall.

He bugaleAozañ

  1. Louis (1458-1460)
  2. Joachim ( 1459-1459)
  3. Louise (1460-1460)
  4. Anne de Beaujeu (1461-1522)
  5. Janed Bro-C'hall (1464-1505)
  6. François (1466-1466)
  7. Charlez VIII (1470-1498)
  8. François (1472-1473)

NotennoùAozañ


Pennadoù karAozañ