Carmen Pereira
Carmen Pereira zo ur bolitikourez eus Ginea-Bissau, bet prezidantez he bro e-pad tri devezh e 1984. Bez' e voe ar vaouez kentañ en Afrika er garg-se.
E 1962 ec'h emezelas er PAIGC (Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde - Strollad Afrikan evit Dizalc'hiezh Ginea ha Kab Glas) ha stourm, asambles gant he gwaz, evit dieubidigezh Ginea-Bissau. Goude an dizalc'hiezh e voe dilennet er Vodadenn Vroadel hag etre 1981 ha 1983 e voe ministrez ar yec'hed hag an aferioù sokial. Dre ma oa prezidantez ar Vodadenn vroadel e voe lakaet da brezidantez ar Stad etre ar 14 hag ar 16 a viz Mae 1984, amzer da lakaat e plas ur Vonreizh nevez.