Carolina van Oranje-Nassau

Carolina van Oranje-Nassau (1743-1787) a oa ur briñsez izelvroat, hag a voe rejantez ar Proviñsoù-Unanet.

Poltred Carolina van Oranje-Nassau.

Ganet e oa d'an 28 a viz C'hwevrer 1743 e Leeuwarden. Merc'h e oa da Willem IV van Oranje-Nassau ha d'e bried Anna von Hannover. C'hoar henañ Willem V van Oranje-Nassau e oa, ha rejantez ar Proviñsoù-Unanet e voe e-pad minorelezh he breur, war-lerc'h marv e vamm, eus 1765 betek 1766.

D'ar 5 a viz Meurzh 1760 e timezas Carolina da Karl-Christian von Nassau-Weilburg (1761-1770).

Mervel a reas d'ar 6 a viz Mae 1787 e Kirchheimbolanden .