Ur pennad Otero zo ivez.

Agustina Otero Iglesias (4 a viz Du 1868 e Ponte Valga (Proviñs Pontevedra, Galiza) - 10 a viz Ebrel 1965 e Nisa), anavezet evel Caroline Otero, pe La Belle Otero, a oa un dañserez ha kanerez, ha kourtizanez brudet e Pariz e deroù an XXvet kantved.

Caroline Otero (1868-1965) skeudennet gant Charles Reutlinger (1816–1880)
La Bella Otero

Merc'h e oa d'ur vamm dizimez ha ne reas ket war he zro. Goude bout gwallet d'he 10 vloaz e tec'has eus ar gêr un nebeud mizioù goude ha ne zistroas biskoazh da Valga. E-kerzh he zec'hadenn e tivizas kemm hec'h anv-badez Agustina, ha bezañ Carolina.

He serc'heien

kemmañ

Serc'h e voe da Gwilherm II, impalaer Alamagn, da Nikolaz II tsar Rusia, da Leopold II roue Belgia, da Alfonso XIII roue Spagn, da Edouarzh VII roue Bro-Saoz, da Aristide Briand (a zarempredas betek e varv), da Cornelius Vanderbilt, hag un toullad re all.

Dastum a reas Otero bernioù arc'hant nemet koll a reas anezho e kazinoioù Monte-Carlo ha Nisa, rak klañv e oa gant al ludopatiezh, kleñved ar c'hoarierien.

E 1910 e tilezas leurinier Pariz hag en em dennañ e Nisa ma vevas betek he marv en 1965, lakaet war ar plouz, n'he devoa nemet un tamm pañsion digant kazino Monte-Carlo, d'he zrugarekaat eus ar milionoù a lurioù gall he devoa laosket en ti. Ne oa ket dimezet.

Levrlennadur

kemmañ
  • A Bela Otero, pioneira do cine, Miguel Anxo Fernández. Editorial Galaxia. Vigo, 2003. (ISBN 84-8288-617-7).
  • Arruíname pero no me abandones. La Bella Otero y la Belle Époque, Marie-Helène Carbonel y Javier Figuero. Ed. Espasa Calpe, 2003.
  • As auténticas memorias da Bela Otero, Carolina Otero. Ediciones Xerais de Galicia. Vigo, 2001. (ISBN 84-8302-685-6).
  • La Belle Otero, Authur Lewis, 1967.
  • La Belle Otero, The Last Great Courtesan, Charles Castle, 1981.
  • La passion de Carolina Otero, Ramón Chao, 2001.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.