Cas-gwent (Chepstow e saozneg) zo ur gêr eus Kembre, e Sir Fynwy, war ribl ar stêr Gwy.

Cas-gwent : ar c'hastell hag ar pont, gwelet eus Tutshill, e Bro-Saoz

Emañ Cas-gwent tost da harzoù Sir Fynwy ha kontelezh Gloucestershire, e Bro-Saoz ; 26 km emañ diouzh Casnewydd ha war-dro 3 c'hilometr diouzh kember ar stêr Gwy hag an Havren.

Ur c'hastell zo e kêr, unan eus kestell koshañ Kembre. Eus 1072 eo an iliz-parrez.

Poblet e oa Cas-gwent gant 10 821 a dud hervez niveradeg 2001.