Casablanca
Ur pennad Casablanca (disheñvelout) zo ivez.
Casablanca (arabeg: الدار البيضاء "ad-Dār al-Bayḍāʼ", anv orin berberek: Anfa / ⴰⵏⴼⴰ) eo brasañ kêr ha porzh Maroko, ha kêr-benn ekonomikel ar vro. Emañ ur 80 km bennak diouzh Rabat, ar gêr-benn bolitikel. Gant niveridigezh 2004 e weler e oa 2 949 805 a dud o chom e prefeti Casablanca ha 3 631 061 e "Casablanca Vras". Brasañ kêr ar Maghreb eo ivez. Er bed eo anavezet dre vras dre hec'h anv spagnolek Casablanca (casa, ti, blanca gwenn), berraet alies e Casa /kaza/ er vro.