Casllwchwr, pe Llwchwr, (Loughor e saozneg[1]) zo ur gêr hag ur gumuniezh eus Kembre, e Sir Abertawe, e kontelezh kozh Morgannwg. War ribl aber ar stêr Llwchwr emañ. E 2011 e oa poblet gant 9 134 a dud, ha 1 455 anezho (16,4%) a oa kembraegerien[2].

Kartenn lec'hiañ
Dismantroù kastell Llwchwr
Pont war ar stêr Llwchwr

El lec'h m'emañ Llwchwr e oa gwechall ur c'hamp roman, anvet Leucarum[3]. Meneg a gaver anezhañ en Itinerarium Antonini 4841 (Iter XII) : Leucaro. Dont a rafe an anv-se eus hini ar stêr Leuca, un anv hag a dalvezfe kement ha "skedus".

Ur c'hastell norman a voe savet eno e 1106. Tamm-ha-tamm e kreskas kêr en-dro d'ar c'hastell.

Tud brudet

kemmañ
  • Irma Chilton (1930–1990), skrivagnerez evit ar vugale, e kembraeg hag e saozneg
  • Evan Roberts (1878–1951), pastor, avielour

Notennoù

kemmañ
  1. Enwau Cymru
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..
  3. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.