Caspar David Friedrich
Caspar David Friedrich (Greifswald, Pomerania svedat, 5 a viz Gwengolo 1774 - Dresden, 7 a viz Mae 1840), a zo unan eus arzourien romantel bennañ Alamagn en XIXvet kantved.
E vuhez
kemmañGanet e voe Caspar David Friedrich d'ar 5 a viz Gwengolo 1774 e Greifswald. Merket e voe e spered gant marv kerent-tost etre 1781 ha 1791 : da seizh vloaz, e 1781, e kollas e vamm hag e c'hoar Elisabeth ; e 1787 en em veuzas e vreur Johann Christoffer er Mor Baltek hag e 1791 e varvas e c'hoar Maria. Kement-se a levezonas e arz ma weler div zodenn : ar marv hag an natur.
Adal 1794 e krogas da dresañ hag e-pad pevar bloaz e studias en Akademiezh Roueel arzoù-kaer Danmark e Kopenhagen dindan kelennerezh al livourien Jens Juel (1745-1802) ha Nicolai Abildgaard (1743-1809).
E Dresden
kemmañE 1798 ez eas d'en em staliañ e Dresden, kêr-benn Sachsen, hag eno e voe ezel eus ur c'helc'h arzourien ha skrivagnerien levezonet gant ar romantelezh. Eno ivez edo Ludwig Tieck (1773-1853) o chom, hag eno ivez eo bet Goethe, August Wilhelm Schlegel (1767-1875) hag e vreur Friedrich Schlegel (1772-1829), Johann Gottlieb Fichte (1762-1814), Friedrich Wilhelm Joseph Schelling (1775-1854) ha Novalis (1772-1801) o chom.
En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez o sevel war-du an oabl.
E 1807 e krogas da eoullivañ. Heverk eo e zoare er Groaz war ar menez (1808, Staatliche Kunstsammlungen, Dresden). Pellaat a reas diouzh an arouezierezh relijiel ordinal evit livañ ar maezioù ; ar C'hrist war ar groaz a weler eus diadreñv, an heol o vont da guzh a-drek ar menezioù.
Livadurioù
kemmañ-
Lestr e Meurvor Arktika (1798)
-
Sell war Arkona gant sav-loar (1805-06)
-
Tal kornôg dismantroù Eldina (1806)
-
Aod gant pesketaer, (~1807)
-
An Hañv (1807)
-
Krugell-vein ern erc'h (1807)
-
Traezhenn el latar (1807)
-
Traoñienn an Elbe (1807)
-
Ar groaz er menezioù (1807-08)
-
Manac'h en erc'h (1807-08)
-
Brumenn veure er menezioù (1808)
-
Menez Milešovka e Bohemia (1808)
-
Ar manac'h en aod (1808-09)
-
Gwareg-ar-glav war ar menez (1809-10)
-
Gweledva gant kanevedenn (~1810)
-
Abati en dervenneg (1810)
-
Bered erc'hek ur manati (bloavezhioù 1810)
-
Iliz er goañv (1811)
-
Reier e Menez Harz (1811)
-
Bezioù an Harozed kozh (1812)
-
Kroaz hag ilz-veur er menez (1812)
-
An hemolc'her er goadeg (1814)
-
Ar groaz e-kichen ar Mor Baltek (~1815)
-
Lestr-dre-lien (~1815)
-
Neubrandenburg er vrumenn veure (1816-17)
-
Beajer a-us ar morad koumoul (~1817)
-
Greifswald el loargann (1817)
-
Maouez dirak ar c'huzh-heol (~1818)
-
Gwelva e Greifswald (1818)
-
War ar vag-dre-lien (munud, 1818)
-
Torosadoù Rügen (1818-19)
-
Ar c'hoarezed war ar pondalez (1818-20)
-
Brumenn (1818-20)
-
Listri e porzh Greifswald (1818-20)
-
Gwaz ha maouez oc'h arvestiñ al loar (1818-24)
-
Daou waz oc'h arvestiñ al loar (1819-20)
-
Koumoul o nijal (~1820)
-
Taol-vaen en diskaramzer (~1820)
-
Serr-noz (1820-21)
-
Beure (bloavezhioù 1820)
-
Sav-loar war ar mor (~1821)
-
Bez Kügelgen (1821-22)
-
Pradoù e-kichen Greifswald (1821-22)
-
Gwezenn ar brini (~1822)
-
Ar vezenn digenvez (1822)
-
Maouez ouzh ar prenestr (1822)
-
Sav-loar war ar mor sioul (1822)
-
Gweledva roc'hek e menezioù krag an Elbe (1822-23)
-
Ar mor skornet (1823-24)
-
Abardaez (1824)
-
Gwez el loargann (1824)
-
Ar Watzmann (1824-25)
-
Dismantroù manati Eldena (1825)
-
Kloued ar vered (1825)
-
Bered erc'hek (1826)
-
Tiig erc'hek (~1827)
-
Bodennoù en erc'h (1827-28)
-
Bigi er porzh da serr-noz (~1828)
-
Pruñs erc'hek (~1828)
-
Templ Yaou en Agrigento (1828-30)
-
Pleg-mor Greifswald (1830-34)
-
Riesengebirge a-raok sav-heol (1830-35)
-
Ar mirva bras (~1832)
-
Pazennoù ar vuhez (~1834)
-
Dismantroù manati Oybin (An hunvreer) (~1835)
-
Eñvorenn e torosad Riesengebirge (~1835)
-
Gweledva gant ar Rosenberg e Suis bohemian (~1835)
-
Sav-heol e Neubrandenburg (~1835)
-
Koadeg e dibenn an diskaramzer (1835)
-
Torosad Riesengebirge (1835)
-
Aod el loargann (1835-36)