Catharina Ahlgren (1734 – war-dro 1800) a oa ur skrivagnerez ha barzhez svedek, troourez (diwar an alamaneg hag ar galleg), embannerez, stourmerez evit gwirioù ar merc'hed, hag unan eus kentañ kazetennerezed en istor Sveden. Brudet eo he lizheroù gant ar varzhez Hedvig Charlotta Nordenflycht. Er bloavezhioù 1750-1770 e oa unan eus pennskrivagnerezed ar vro.
Divroañ a reas da Finland ma embannas kentañ kazetenn ar vro.

He buhezAozañ

Catharina Ahlgrena oa merc'h da Anders Ahlgren, gouarnour Östergötland. He c'hoar a oa dimezet da Johan Halldin, unan eus pennoù al Levraoueg roueel. [1]

E-pad ur pennad eoa bet dimezell a gambr gant ar rouanez Lovisa Ulrika. Kollet he doa he labour abalamour d'un tabut pe irienn bennak[2] .

Dimezioù ha bugaleAozañ

Catharina Ahlgren a zimezas ha bugale he doe, hogen dizimeziñ a reas. Mamm e oa da Charlotta Eckerman‎, c'hoariganerez ha kourtizanez.

He micherAozañ

Goude torret he dimeziñ kentañ eo e krogas da skrivañ evit gounit he boued. E Marevezh ar Frankiz e Sveden, etre 1718 ha 1771, e oa meur a gelaouenn a veze skrivet evit ar merc'hed ha gante zoken. Ar re-se a oa embannadurioù e doare skridoù Marevezh ar Sklêrijenn ma veze anv eus darvoudoù ha nevezintioù, politikerezh ha prederouriezh, hag eus lec'h ar merc'hed er gevredigezh. Flemmskridoù e oant alies, savet evel lizheroù etre div vaouez. Peurvuiañ ne badent nemet ur bloavezh dindan un anv, hag er bloaz war-lerc'h e veze un anv all, d'ar gelaouenn ha d'ar skriverezed, a oa marteze ar memes maouezed. Boutin a-walc'h e oa ar c'helaouennoù-se e bloavezhioù 1730, ha boutin kenañ e bloavezhioù diwezhañ Marevezh ar Frankiz.

Unan eus ar c'helaouennoù-se e oa De nymodiga fruntimren ("Ar maouezed modern"), sinet gant Belisinde ahaSophie, hag embannet e 1773. Diouzh ar c'hiz neuze e oa ar merc'hed a skrive.

Unan eus an nebeud kazetennerezed dizanv-se e oa Catharina Ahlgren.

Barzhez ha troourezAozañ

Goude terriñ he dimeziñ e 1753 eo e krogas Catharina Ahlgren da skrivañ da c'hounit he bara. Da gentañ e troe romantoù ha barzhonegoù.

E-touez he labourioù e oa ar varzhonek alamanek Die Prüfung Abrahams gant Christoph Martin Wieland (1753), hag ar romant saoznek The Distrest Wife, or the History of Eliza Wyndham .

E 1764, da zeiz-ha-bloaz ar rouanez Lovisa Ulrika, e kinnigas ur varzhoneg savet ganti. Mignonez e oa d'ar varzhez Hedvig Charlotta Nordenflycht ha kenskrivañ a rae ganti.

OberourezAozañ

Adelaide e oa anv-pluenn Catharina Ahlgren er gelaouenn "Brefwäxling emellan twänne fruntimmer" ("Kenskriverezh etre div vaouez") embannet en eizh niverenn ha tri-ugent etre 1772 ha 1773. Renerez ar gelaouenn e oa ivez. Enni e skrive evit an emskiant kevredigezhel, an demokratelezh, ar parded etre paotred ha merc'hed, hag erbediñ a rae argenskoazell etre maouezi evel gwarez diouzh galloud ar wazed.[3]

Liamm diavaezAozañ

Pennadoù karAozañ

NotennoùAozañ

  1. (sv) Carl Forsstrand  : Sophie Hagman och hennes samtida. Några anteckningar från det gustavianska Stockholm. (Sophie Hagman hag he c'hempredidi. Notennoù eus Stockholm e-kerzh an oadvezh gustavian ") Eil embannadur. Wahlström & Widstrand, Stockholm (1911)
  2. (sv) Carl Forsstrand  : Sophie Hagman och hennes samtida. Några anteckningar från det gustavianska Stockholm. (Sophie Hagman hag he c'hempredidi. Notennoù eus Stockholm e-kerzh an oadvezh gustavian ") Eil embannadur. Wahlström & Widstrand, Stockholm (1911)
  3. (sv) Jakob Christensson : Signums svenska kulturhistoria. Gustavianska tiden (Swedish culture history by signum. The Gustavian age) (2007)