Cave canem (Gérôme)
taolenn gant Jean-Léon Gérôme
Cave canem, prisonnier de guerre à Rome (« "Diwall ouzh ar c'hi", prizoniad-brezel e Roma ») zo un daolenn gant an arzour gall Jean-Léon Gérôme (1824-1904) e 1881. E Vesoul, kêr c'henidik Gérôme, emañ war ziskouez er mirdi Georges-Garret.
Cave canem
Deiziad krouiñ | 1881 |
---|---|
Lec'h | musée Georges-Garret |
Tachenn | genre art |
Krouet gant | Jean-Léon Gérôme |
Niverenn katalog | 292 |
Danvez implijet | oil paint, canvas |
Dastumad | musée Georges-Garret |
Niverenn renabl | 886.2.1 |
Statud ar gwirioù-oberour | domani foran |
Inscription | CAVE CANEM |
Ur pennad Cave canem zo ivez.
Deskrivadur
kemmañUr prizoniad hogozik en noazh zo azezet, hualet e ufern kleiz hag e c'houzoug, e korn dor un ti foran bennak e Roma ; un tamm bara zo en e zorn, hag ognon kriz zo en e gichen. Chadennet eo an den ouzh ul log ; a-us al log-se ez eus ur banell a embann « cave canem ».
Sinadur al livour a lenner war bazenn uhelañ enkerzh ar savadur.
Diaes eo kompren en daolenn, pa c'hall diskouez ur prizoniad-brezel a lakaer da gi-diwall pe reiñ da intent e vez un emsavadeg e go e kement lec'h ma vez mac'homet an dud[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Lévêque, Jean-Jacques. Les années impressionnistes. Paris : ACR Éditions, 2022 (ISBN 978-2-86770-042-2)