Caxixi
Ar c'h-caxixi zo ur benveg-seniñ eus Brazil, degaset di gant ar sklavet a orin afrikan, anezhañ ur baner vihan e plouz plezhet , e stumm ur c'hloc'h, hag a vez leuniet gant greun, riz alies, ha hejet.
Peurvuiañ e vez sonet caxixi ha berimbau kichen-ha-kichen. An dorn dehoù a zalc'h ar vazhig etre biz-meud ha biz-yod a zalc'h ivez ar c'haxixi etre ar biz-bras hag ar biz-gwalenn. Da bep taol gantar vazhig war gordenn ar berimbau e klever trouz sec'h ar c'haxixi.