E barrez klasel ec'h implijer an termen chaînés pe tours chaînés, diverraet diwar tours chaînés déboulés, evit deskrivañ un heuliad troiennoù buan-ha-buan kaset da-benn gant an treid an eil war-lerc'h hag egile en ur heuliañ ul linenn pe ur c'helc'h war al leur. Kaset e vez da-benn en pointe pe en demi-pointe.