Chadenn vloc'hoù
Un hedad bloc’hoù (saozneg : blockchain) zo un deknologiezh niverel evit berniañ ha treuzkas stlennadoù hep ma vefe dindan ren nep pennadurezh. Ur marilh dasparzhet eo, eleze un diaz stlennadoù a zo en e bezh e dalc'h pep implijer(ez), hag a enroll muioc’h-muiañ a stlennadoù bet kaset gant an implijerien-se kent o gwiriekaat hag o strollañ a-vloc'hadoù a-goulzadoù : hedadoù stlennadoù zo savet en doare-se neuze, a zo hiroc'h-hirañ gant an amzer. Rineget e vez ar stlennadoù evit mirout na vefent preizhet eus an diavaez.
Hedad bloc'hoù | |
---|---|
| |
|
E pep bloc’h ez eus ur stumm rineget eus ar bloc'h kent (hash, ganet gant un algoritm arbennik) — alese an anv "hedad" — heuliet gant merk ganedigezh ar bloc'h (timestamp) hag ar stlennadoù da virout ha treuzkas.
Dre ma 'z eo rineget ar bloc'hoù ha lakaet a-hedadoù ne c'heller ket kemmañ unan hep kemmañ an holl re a zo d'e heul, dres evel en ul levr kontoù ; gant ar moneiz rineget Bitcoin ez eo bet lakaet teknologiezh an hedadoù bloc'hoù da dalvezout.
Kenaoz
kemmañPeurvuiañ e lakaer un hedad bloc’hoù da vezañ meret gant ur rouedad urzhiataerioù dre liammoù P2P[1] ken e vez aozet ur marilh dasparzhet foran, ennañ klomoù (nodes) ma vez kadarnaet pep bloc’h en ur zoujañ d’ar c’homenad (protocol) perzhiek, renet gant un algoritm a zo bet aprouet gant pep merer klom.
- Forc'hoù
Forc'hoù a c'hall c'hoarvezout e tri degouezh : an hedad em rann etre daou hedad all ; kemm a ra ar c'homenad ; daou vloc'h pe vuioc'h o deus an hevelep uhelder en hedad.
Dre ar forc'hoù ez eus bloc'hoù emzevat, a c’hell bezañ orin hedadoù bloc’hoù all ; pa gaver ez eo diarvar an hedadoù nevez-se dre o framm ec'h eont da harpañ sevel reizhiadoù dasparzhet dre skourroù ma vez damasantet d'ar fazioùigoù o deus krouet ar bloc'hoù emzivat.
Istor
kemmañKrouet e voe teknologiezh an hedadoù bloc’hoù kentañ e 2008 gant un den pe gant ur strolladig tud dianav emanvet "Satoshi Nakamoto", pa oant o klask sevel ur marilh dasparzhet foran evit ur moneiz niverel, ar bitcoin. Diwar labourioù Stuart Haber, W. Scott Stornetta ha Dave Bayer ez eo bet savet an dra-se.
Dre hedadoù bloc'hoù e c'heller herzel ouzh enskrivañ div wezh un eskemm moneiz hep kaout ur greizenn kontrolliñ, ur bank, pe ur servijer kreiz. Diwar ar framm-se ez eo bet ijinet servijoù all estreget ar moneizioù niverel, evel dasparzhañ videoioù enlinenn, da skouer.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ P2P : peer to peer, da lavaret eo ur rouedad urzhiataerioù a zo war an dro implijerien ha servijerien.