Ar champouenn a zo ur produ gludek evit gwalc'hiñ ar blev pe drederiañ anezhañ. Lakaet e vez war ar blev gleb, meratet e vez tonenn ar penn ha riñset e vez gant dour.

Kroz champouenn war ar penn

Champouennoù zo evit blev livet, blev sec'h pe druz, blev fin, blev bresk, blev frizet, evit ar babigoù pe ar vugale, pe c'hoazh al loened. Champouennoù zo a-enep ar c'henn pe al laou. Champouennoù sonnel a zo, par d'un dorzh soavon.

Etimologiezh

kemmañ

Dont a ra eus ar ger hindek chāmpo (चाँपो [tʃãːpoː]) hag a zeu eus ar wrizienn sañskritek chapati (चपति) hag a dalv kement ha gwaskañ, merat. Deuet eo d'ar brezhoneg dre ar saozneg hag ar galleg moarvat.

Diferadennoù

kemmañ

Arabat eo ober gant ar champouennoù en natur rak saotret e vefe ganto abalamour d'ar gwezherioù a zo enno. Allergiezhoù a c'hall kaout tud zo.