Changement de pieds (barrez)

E barrez klasel e implijer an termen changement de pieds evit deskrivañ unan eus un doare lammadenn ma kemm emstumm an treid p'emañ an dañser(ez) en aer.

Da skouer, o kregiñ er pempvet emstumm gant an troad dehoù en avant ("dirak"), neuze plié ha lammat en ur lakaat an troad dehoù a-dreñv a-raok acuiñ war al leurenn adarre gant an troad kleiz er pempvet emstumm.

En Hentenn Vaganova ec'h implijer an termen petit changement de pieds evit komz eus ur c'hemm pa van an treid tost-kenañ ouzh al leur atav.