Chapel Itron-Varia ar C'hrann

Chapel Itron-Varia ar C'hrann zo ur chapel e kumun Speied. Moarvat e voe savet a-raok ar bloavezh 1532. Miret ez eus enni gwer-livet kozh, eus kreiz ar XVIvet kantved[1]. Kaer eo ar garnel hag ar sternioù-aoter ivez.

Ur pardon a vez bep bloaz e chapel Itron-Varia ar C'hrann, da Sul an Drinded, e Mezheven, anvet "pardon an amann", ma vez profet ur pilerad bras a amann d'ar Werc'hez.

Notennoù kemmañ