Chapel Langristin
Er XVIvet kantved e oa bet savet chapel Langristin, e Plougastell-Daoulaz, ur savadur stumm ur groaz dezhañ, un nev hag ur groazell direizh he divrec'h. Tour ar chapel a oa bet diskaret gant ar gurun hag adsavet e voe e 1914, met distrujet e voe a-nevez gant ar bombezadegoù e 1944. Er bloaz 1975 e voe adsavet er stumm a vremañ.
En XVIIIvet kantved e oa bet goulennet gant Jean Leon Tregervet digant Roma kaout relegoù Santez Kristina evit o enoriñ er chapel. Aet eo kuit an arrebeuri a ginkle ar chapel gwechall met chom a ra un delwenn gaer livet, e maen Kersanton, da Santez Kristina, mestrez al lec'h.
Kalvar
kemmañUr c'halvar, e maen Kersanton ivez, a oa bet savet e-kichen ar chapel e 1587. Dilec'hiet eo bet da vezañ lakaet er c'hreisteiz d'ar chapel.