Chapeled
Ur chapeled a zo un draezenn deoliezh, anezhi greunennoù neudennet ha strollet hag a vez graet ganti e relijionoù ’zo evit lavaret pedennoù pe garmoù. Graet e vezont dre vras gant koad, mein (prizius a-wechoù), pe blastik. Dishiliet e vez ar greunennoù gant ar peder, da lavaret eo e talc'h ar chapeled etre e vizied hag e lavar ur bedenn bep greunenn hag ur wech echu e bedenn e tremen e vizied d'ur c'hreunenn all, hag e kendalc'h betek ma vo echu.
Er relijionoù kristen
kemmañEr relijion gatolik
kemmañEr relijion gatolik e vez graet gant ar chapeled evit lavaret ar rozera. Lavaret e vez un Ave Maria evit pep boulenn eus an degad, hag evit ar voulenn hec'h-unan etre pep degad e vez lavaret ur Bater (graet e vez "paterenn" end-eeun eus ar c'hreunenn-se). War ar groaz e vez lavaret ar Gredo. Etre ar groaz hag ar voulenn vras eo pater-ave-ave-ave-pater.
Gant ur chapeled e vez pedet ar Misterioù Joaius, ar Misterioù Poanius, ar Misterioù Glorius hag ar Misterioù Goulaouus a-hed ar sizhunvezh.
Pedet e vez Naved Trugarez Doue gant ur chapeled ivez.