Charles Brunellière
Charles Brunellière, bet ganet d'an 22 a viz Here 1847 e Naoned hag aet da Anaon e memes kêr d'an 12 a viz C'hwevrer 1917 oa ur paramantour ha politiker breizhat.
E vuhez
kemmañMab ul levrdiour en e aez e oa. Kuitaat ar reas ar skol da 15 vloaz evit gounit e vara. Labourat a reas e ti un ispiser da gentañ, goude e ti ur marc'hadour greun hag e ti ur c'hourater a vor. Kaset e voe d'ar brezel e 1870. Radikal da gentañ e teuas da vezañ sokialour adalek 1886 dindan levezon Benoît Malon. Daremprediñ a reas Jules Guesde, Paul Lafargue hag Yves Le Febvre.
Adalek 1877 e teu da vezañ paramantour. Lakaat a reas sevel ar c'hentañ lestr bras dre lien e dir, La Fédération. Ezel e voe eus Kuzul uhel ar Verdeadurezh kenwerzh (Conseil supérieur de la marine marchande).
Unan eus aozerien an emsav sindikalour ha kenlabourer e bro Naoned e voe. Krouiñ a reas e 1888 Strollad micherour Naoned (Parti ouvrier nantais). E 1894 e savas Kevread sokialour Naoned (Fédération socialiste de Nantes). E 1900 e voe, gant Yves Le Febvre, e-touez ar re a grouas Kevread sokialour Breizh (Fédération socialiste de Bretagne). Lonket e voe ar c'hevread gant an SFIO (Section Française de l'Internationale Ouvrière) e 1907. Dipitet e voe met kendelc'her a reas da gemer perzh er stourmoù politikel ha sindikel. Sekretour Fédération socialiste de Loire-Inférieure an SFIO e voe. Stourm kreñv a reas evit ar peoc'h met kemm a reas goude muntr Jean Jaurès evel kalz re all. Mervel a reas d'an 12 a viz C'hwevrer 1917.
Dilennet e voe da guzulier kêr e 1881, eil-maer e voe e 1885.
Hervez al levr Les Noms qui ont fait l'histoire de Bretagne (1997) e vefe peder straed da nebeutañ o tougen e anv e Breizh. .
Levrlennadur
kemmañ- René Bourrigaud, Correspondance Brunellière-Hamon (1891-1899), Naoned; Centre de documentation du mouvement ouvrier et du travail, 1990.
- Jean-Loup Avril Mille Bretons dictionnaire biographique, Les Portes du Large, 2002.
- Claude Willard, La correspondance de Charles Brunellière, socialiste nantais (1880-1917). Klincksieck, 1968.
- Nadia Fromentin, Charles Brunellière, républicain et artisan du socialisme dans la cité nantaise (1879-1917), 2000. Maîtrise d'histoire, Université de Nantes.
- Yves Rochcongar, "Capitaines d'industrie à Nantes au XIXe siècle", éditions MeMo, Nantes, 2003.
- Georges Cadiou La gauche et la revendication bretonne, Yoran embanner ; 2015 ; ISBN 978-2-916579-80-1
- "Brunellière Charles", dans Le Maitron