Charlez III Bourbon

Charlez III Bourbon (Charles III de Bourbon e galleg) (1490-1527) a oa un den a renk uhel e Bro-C'hall e deroù ar XVIvet kantved, ha konestabl Bro-C'hall. Abalamour d'ur prosez en devoa bet ouzh Louise de Savoie, mamm ar roue gall Frañsez Iañ, e tec'has diouzh ar vro hag e teuas da vezañ jeneral en arme an impalaer Karl V.

Ar c'honestabl Charles III de Bourbon

Gantañ e voe gounezet emgann Pavia e 1525, ha prizoniet ar roue gall.

Lazhet e voe e-pad preizhadeg Roma e 1527.

Da-heul e varv e voe seul aesoc'h d'ar roue gall stagañ Aovergn ha Bourbonnais, dizalc'h bete neuze, ouzh e rouantelezh.

Pennad karAozañ