Charles Spencer Chaplin, amerikan a orin breizhveuriat, a oa un aktour, leurenner hag erbarer filmoù bet ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1889 e Londrez ha marvet d'an 25 a viz Kerzu 1977 e Corsier-sur-Vevey e Suis.

Charlie Chaplin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCharles Chaplin Kemmañ
Anv ganedigezhCharles Spencer Chaplin Kemmañ
Anv-bihanCharlie Kemmañ
Anv-familhChaplin Kemmañ
MoranvThe Tramp Kemmañ
Anv berrCharlie Chaplin Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Ebr 1889 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWalworth Kemmañ
Deiziad ar marv25 Kzu 1977 Kemmañ
Lec'h ar marvManoir de Ban Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn, cerebral hemorrhage Kemmañ
Lec'h douaridigezhcemetery of Corsier-sur-Vevey Kemmañ
TadCharles Chaplin Kemmañ
MammHannah Chaplin Kemmañ
Breur pe c'hoarWheeler Dryden, Sydney Chaplin Kemmañ
PriedMildred Harris, Lita Grey, Paulette Goddard, Oona O'Neill Kemmañ
Kompagnun(ez)Joan Barry Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
ImplijerKeystone Studios, Essanay Studios, Mutual Film Kemmañ
Bet war ar studi eCuckoo Schools, Black-Foxe Military Institute Kemmañ
Lec'h annezManoir de Ban, Beverly Hills Kemmañ
Lec'h labourLondrez, Los Angeles, Chicago, Corsier-sur-Vevey, Shepperton Kemmañ
Deroù ar prantad labour1899 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1976 Kemmañ
List of worksCharlie Chaplin bibliography Kemmañ
FilmographyCharlie Chaplin filmography Kemmañ
Ezel eusAcademy of Arts, Berlin, Academy of Arts of the GDR, The Eight Lancashire Lads Kemmañ
Darvoud-alc'hwezPriedelezh, funeral Kemmañ
Bet kinniget evitAcademy Award for Best Actor, Academy Award for Best Writing, Original Screenplay, Academy Award for Best Writing, Original Screenplay, Academy Award for Best Original Dramatic Score, Academy Fellowship Award Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.charliechaplin.com Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadHarvard Film Archive Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Charlie Chaplin, Category:Short films directed by Charlie Chaplin Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
An dudenn Charlie (11 a viz Ebrel 1915)
The Gold Rush (1925) : Charlie rediet da zebriñ e votez.
Bez Charlie Chaplin e Corsier-sur-Vevey e Suis.

Brudet er bed a-bezh eo e dudenn Charlie, a zo skeudennet amañ a-zehoù.

Mab d'ur c'haner ha d'ur ganerez music-hall aet da baour e oa. Ken abred ha 1897, eizh vloaz dezhañ neuze, e pignas Charlie Chaplin war al leurenn gant e vreur Sidney evel dañserien zroch.

Da c'houde e voe gwelet e pantomimoù a droas dre Europa, ar Stadoù-Unanet ha Kanada. E-kerzh un droiad er Stadoù-Unanet eo e voe merzet gant Mack Sennett, en lakaas da sinañ ur gevrad en Hollywood.

Fent an troioù-kamm dreist-holl a oa er filmoù kentañ ma c'hoarias Charlie Chaplin ; diouzhtu avat e voe gwelet enno an dudenn a raje e vrud er bed a-bezh da c'houde : tog pompad, melloù botoù, bragoù mil pleg, mourrenn peg ouzh un dremm vorlivet, bazh-kamm ha kerzhed un houad.

Ag aktour e tremenas da leurenner ha neuze da filmaozer kent kenderchiñ e filmoù dezhañ adalek 1917 dre ar gompagnunezh United Artists ("Arzhourien Unanet") a grouas gant Mary Pickford, Douglas Fairbanks ha D. W. Griffith.

Abred e voe Charles Chaplin brudet er bed a-bezh, evel ma c'hallas merzout pa roas tro ar bed er bloavezh 1932.

Alies e c'hoarie perzh tud paour oc'h en em zifenn diouzh ar re binvidik ha galloudus, ar pezh a degasas kudennoù dezhañ er Stadoù-Unanet, ha ret e voe dezhañ o c'huitaat e 1952 en abeg da bolitikerezh ar senadour republikan Joseph Raymond MacCarthy.
Kevret gant merc'h Eugene O'Neill, e wreg abaoe 1943, he merc'h hag o seizh bugel ez eas da Suis d'em staliañ e 1953 kent mervel eno e 1977.

Charlie

kemmañ

Diwar troioù-kamm ar filmoù kentañ en Hollywood e troas Chaplin war-du ur fent soutil, fromus ha barzhoniel em droas tamm-ha-tamm da vurutelladennoù nerzhus direizhderioù ar gevredigezh, pa ziskouezent pilpouzerezh ha feulster ur bed tapet en enkadenn armerzhel ha gourdrouzet gant ar faskouriezh.

Dont a reas Charlie, an dudenn bet krouet gantañ, anezhañ un dister a zen paour, emsavet, dic'halloud ha leun a youl-vat, da vezañ un arouez eus tud e amzer o stourm evit o frankiz hag o dellezegezh enep an deknokrated e servij an armerzh hag ar gensentourien o zouell, o c'horvo hag o argas bemdez.

Filmoù

kemmañ

Keystone Studios

kemmañ
1914
  1. Making a Living
  2. Kid Auto Races at Venice
  3. Mabel's Strange Predicament
  4. Between Showers
  5. A Film Johnnie
  6. Tango Tangles
  7. His Favourite Pastime
  1. Cruel, Cruel Love
  2. The Star Boarder
  3. Mabel at the Wheel
  4. Twenty Minutes of Love
  5. Caught in a Cabaret
  6. Caught in the Rain
  7. A Busy Day
  1. The Fatal Mallet
  2. Her Friend the Bandit(Kollet)
  3. The Knockout
  4. Mabel's Busy Day
  5. Mabel's Married Life
  6. Laughing Gas
  7. The Property Man
  1. The Face on the Bar Room Floor
  2. Recreation
  3. The Masquerader
  4. His New Profession
  5. The Rounders
  6. The New Janitor
  7. Those Love Pangs
  1. Dough and Dynamite
  2. Gentlemen of Nerve
  3. His Musical Career
  4. His Trysting Place
  5. Tillie's Punctured Romance
  6. Getting Acquainted
  7. His Prehistoric Past

Essanay Studios

kemmañ
1915
  1. His New Job
  2. A Night Out
  3. The Champion
  4. In the Park
  5. A Jitney Elopement
  6. The Tramp
  1. By the Sea[1]
  2. A Woman
  3. The Bank
  4. Shanghaied
  5. A Night in the Show
  6. Burlesque on Carmen
1916
  1. Police
1918
  1. Triple Trouble

Mutual Film Corporation

kemmañ
1916
  1. The Floorwalker
  2. The Fireman
  3. The Vagabond
  4. One A.M.
  5. The Count
  6. The Pawnshop
  7. Behind the Screen
  8. The Rink
1917
  1. Easy Street
  2. The Cure
  3. The Immigrant
  4. The Adventurer

First National

kemmañ
1918
  1. A Dog's Life
  2. The Bond
  3. Shoulder Arms
1919
  1. Sunnyside
  2. A Day's Pleasure
  3. The Professor[2]
1920
  1. The Kid
  2. The Idle Class
1922
  1. Pay Day
1923
  1. The Pilgrim

United Artists

kemmañ
1923
  1. A Woman of Paris
1925
  1. The Gold Rush
1928
  1. The Circus
1931
  1. City Lights
1936
  1. Modern Times
1940
  1. The Great Dictator
1947
  1. Monsieur Verdoux
1952
  1. Limelight

Diwezhatoc'h

kemmañ
1957
  1. A King in New York
1959
  1. The Chaplin Revue[3]
1967
  1. A Countess from Hong Kong[4]
  • The Nut
  • Souls For Sale
  • A Woman of the Sea(1926)
  • Show People (11 a viz Even 1928)

Notennoù

kemmañ
  1. + His Regeneration, perzh dister ha berr : un arval, d'an 21 a viz Even).
  2. Diechu.
  3. Filmoù berr ar First National : A Dog’s Life, Shoulder Armsha The Pilgrim.
  4. Perzh dister ha berr.