Charlotte de Valois
Ur pennad Charlotte Bro-C'hall zo ivez.
Charlotte de Valois, ganet e 1446 ha marvet e 1477, a oa ur briñsez c'hall, merc'h vastard da Charlez VII, Roue Bro-C'hall, ha d'e serc'h Agnès Sorel.
Dimeziñ a reas e 1462, da 16 vloaz, da Jacques de Brézé. Ur mab o doe, Louis de Brézé, a zimezas da Diane de Saint-Vallier, anavezetoc'h evel Diane de Poitiers.
Lazhet e voe gant un taol kleze digant he fried e merouri la Couronne à Rouvres (Eure-et-Loir), d'ar 1añ a viz Even 1477, p'en devoa he c'havet etre divvrec'h ur skoedour.