Charlotte von Hagn a oa un aktourez alaman e rouantelezh Bavaria en XIXvet kantved. Ganet e oa bet e München e 1809 ha mont a reas da anaon eno e 1891.

Poltred Charlotte von Hagn gant Joseph Karl Stieler e 1828. Gwisket eo Charlotte von Hagn en he dilhad c'hoariva.

He buhez kemmañ

Merc'h e oa Charlotte d'ar marc'hadour Carl von Hagn, ha d'e bried, Josepha Schwab. C'hoar e oa d'al livour Ludwig von Hagn, yaouankoc'h.

Kregiñ a reas gant ar c'hoariva e lez ar roue e 1828, ha berzh a reas. Goude-se e c'hoarias pezhioù Friedrich Schiller dreist-holl er Burgtheater e Vienna, e Dresden, Berlin, Budapest.

Un darempred a garantez he devoe gant Franz Liszt a lavare anezhi e oa serc'h da zaou roue. Un darempred all he devoa bet moarvat eta gant roue Bavaria Ludwig Iañ Bavaria.

E 1848 e timezas da Alexander von Oven hag e paouezas gant ar c'hoariva. Met torret e voe an dimeziñ e 1851.

 
Charlotte von Hagn. Luc'hskeudenn gant Franz Hanfstaengl.


Poltred kemmañ

Ar roue Ludwig Iañ Bavaria a roas urzh da Joseph Karl Stieler, livour al lez, d'he foltrediñ, ha war ziskouez emañ an oberenn e Poltredaoueg ar gened, e kastell Nymphenburg, ma'z eus dastumet 36 poltred eus itronezed a renk uhel eus kêr München, brudet-bras o c’hened. E 1828 eo e voe graet ar poltred anezhi. Livet eo e dilhad Thekla, merc'h Wallenstein er pezh Wallenstein, gant Friedrich von Schiller.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.