Charlotte von Hessen-Darmstadt (1755–1785)

Charlotte Hessen-Darmstadt, en alamaneg Charlotte von Hessen-Darmstadt (1755–1785) a oa merc'h da Georg Wilhelm von Hessen-Darmstadt (1722–1782) ha d'e bried Maria Luise Albertine zu Leiningen-Dagsburg-Falkenburg (1729–1818). He zad a oa mab da Ludwig VIII von Hessen-Darmstadt, ha d'ar gontez Maria Louise Albertine von Leiningen-Falkenburg-Dagsburg; he mamm a oa merc'h d'ar c'hont Christian Karl Reinhard von Leiningen-Dagsburg.

Poltred Charlotte von Hessen-Darmstadt, dugez Mecklemburg-Strelitz

C'hoar e oa da Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782), dimezet da Karl II, Dug Mecklenburg-Strelitz (1741–1816). Hennezh a oa gouarnour rouantelezh Hannover evit e vreur-kaer George III, a oa roue Bro-Saoz ha roue Hannover war un dro. Prometet e oa bet dorn Charlotte da Peter Friedrich Wilhelm, dug Oldenburg, met ar paotr ne oa ket yac'h e spered, se zo kaoz ne zimezas ket Charlotte dezhañ, ha plac'h yaouank e oa c'hoazh da 28 bloaz. E 1782 avat e varvas he c'hoar Friederike er gwilioud. Daou vloaz goude, e 1784, e timezas Charlotte d'he breur-kaer intañv.
Bloaz goude e varvas Charlotte, da 30 vloaz evel he c'hoar, goude ur gwilioud poanius, ha genel ur mab.
Dilezel e garg a reas he fried neuze da sevel e vugale: ar pemp chomet bev eus an dek en doa bet gant ar c'hoar henañ Friederike, hag an hini en doa bet gant ar c'hoar yaouankañ Charlotte.

Ur mab kemmañ

Ur mab he doe: