Charlotte von Preußen (1831-1855)

Ur pennad Charlotte von Preußen zo ivez.

Charlotte von Preußen pe Friederike Luise Wilhelmine Marianne Charlotte von Preußen (21 a viz Even 183130 a viz Meurzh 1855), a oa ur briñsez alaman, eus an tiegezh Hohenzollern, deuet da vout, dre hec'h eured, dugez Sachsen-Meiningen.

Charlotte von Preußen (1831-1855), dugez Sachsen-Meiningen.

He buhez

kemmañ

Ganet e oa e kastell Schönhausen, e-tal Berlin, ha hi merc'h henañ ar priñs Albrecht von Preußen (1809-1872) ha d'e bried izelvroat Marianne van Oranje-Nassau (1810-1883).

En 1850, un toullad mizioù goude torret dimeziñ he zud, ec'h euredas Charlotte, e Charlottenburg, d'ar priñs Georg, mab da zug Sachsen-Meiningen. Un eured a garantez e oa,

Gant he mamm e voe profet dezhi ur genkiz war lez lenn Como, anvet villa Carlotta en enor dezhi. E-pad pemp bloaz e vevas an dud yaouank e Berlin ha Potsdam, ha goude e Meiningen.

Sevel a reas a-du gant addimezién morganatek he zad da Rosalie von Rauch. Sonerez donezonet e oa, ha kenteliet e veze gant Julius Stern. Sevel a reas-hi ton-bale rejimant ar warded, Geschwindmarsch Niverenn 55 hag un ton bale turk anvet Defilemarsch für türkische Musik Niverenn 62.

Eured ha bugale

kemmañ

Dimeziñ a reas da Georg II von Sachsen-Meiningen, dug Sachsen-Meiningen.

Pevar bugel he doe:

  • Bernhard III (1851–1928), dug Sachsen-Meiningen, dimezet e 1878 d'e geniterv Charlotte von Preußen (1860-1919)
  • Georg Albrecht (1852–1855), marvet da 3 bloaz, a-raok e vamm,
  • Maria Elisabeth (1853–1923), sonaozourez,
  • ur mab, marv-ganet e 1855.

He marv

kemmañ

Mervel a reas er gwilioud da 24 bloaz e Meiningen, tri miz goude marv he mab Georg Albrecht. Beziet e voe e Meiningen. Tri bloaz goude ec'h addimezas an intañv d'he c'heniverv Theodora von Hohenlohe-Langenburg (1839-1872), abalamour, evit-doare, da reiñ ur vamm d'e vugale.