Cherubino Staldi a zo bet ganet d’an 11 a viz Meurzh 1911 e Trieste (Italia) ha marvet e 1988.

Mestrc’hoarier echedoù italian.

Dont a reas da vout anavezet e 1933 abalamour d'un tournamant bihan e Trieste a-gevred gant Karlin (3,5/4). Bloaz goude e trec'has e tournamant broadel Venezia. Meur a wezh e c'hoarias e finaloù kampionad Italia.

E wellañ disoc'hoù a oa bet e 1947 e Roma, kentañ a-gevred gant Vincenzo Castaldi hag e Trieste e 1954, kentañ a-gevred gant Nestler, met koll a reas ar partiennoù dispartiañ gant +1 =2 -4. C'hwech'ved e voe, a-gevred gant Napolitano e kampionad Italia 1935 e Firenze (en degouezh-se e teuas da vout Mestr) ha pevare e kampionad Italia 1936, e Firenze ivez.

Kemer a reas perzh e kampionadoù Italia arall:

Ezel e voe eus skipailh Italia en Olimpiadoù Stockholm e 1937: +5, =2, -7 .

Partiennoù e Chess Games

kemmañ