Christian-Joseph Guyonvarc'h

Evit ar politikour, gwelet Christian Guyonvarc'h

Christian-Joseph Guyonvarc'h, hag a sine e levrioù Christian-J. Guyonvarc'h, ganet d'an 18 a viz Here 1926 en Alre ha marvet e Boc'harzh (pe Gwiler-Leon[1]) d'an 9 a viz Genver 2012, a oa un arbennigour war ar sevenadur keltiek kozh, hini Bro Iwerzhon dreist-holl.

Christian-Joseph Guyonvarc'h
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denChristian-Joseph Guyonvarc'h Kemmañ
Anv-bihanChristian Kemmañ
Anv-familhGuyonvarc'h Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Her 1926 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAn Alre Kemmañ
Deiziad ar marv9 Gen 2012 Kemmañ
Lec'h ar marvBrest Kemmañ
PriedFrançoise Le Roux Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridbrezhoneg Kemmañ
Michergeriadurour, yezhoniour Kemmañ
Danvez-doktorPatrick Le Besco Kemmañ
StudierGwenael an Dug Kemmañ
Ezel eusBezen Perrot Kemmañ
Prizioù resevetAmic Prize Kemmañ

Yaouankiz kemmañ

Genidik eus an Alre, yaouank e emezelas dindan an anv Cadoudal er Bezen Perrot er bloavezh 1944. Goude an Eil Brezel-bed e vezo kondaonet da 10 bloaz labour-ret. Dieubet e vezo e 1946.

Buhez micherel kemmañ

Adkemer a ra e studioù ha dont a ra a-benn da vezañ kelenner e skol-veur Roazhon arbenikaet war ar bed keltiek hag ar yezhoù keltiek. Mont a reas war e leve e 1980.

Dimezet gant Françoise Le Roux, skrivañ a rejont o-daou un toullad mat a levrioù war ar sevenadur hag istor ar Gelted en Henamzer.

Oberennoù kemmañ

  • Les Druides, kenskrivet gant Françoise Le Roux, Ouest-France Université, « De mémoire d’homme : l’histoire », Roazhon, 1986 (ISBN 2-85882-920-9)
  • La Civilisation celtique, kenskrivet gant Françoise Le Roux, Ouest-France Université, « De mémoire d’homme : l’histoire », Roazhon, 1990 (ISBN 2-7373-0297-8)
  • La Société celtique, kenskrivet gant Françoise Le Roux, Ouest-France Université, « De mémoire d’homme : l’histoire », Roazhon, 1991, (ISBN 2-7373-0902-6)
  • Les Fêtes celtiques, kenskrivet gant Françoise Le Roux, Ouest-France Université, « De mémoire d’homme : l’histoire », Roazhon, 1995 (ISBN 2-7373-1198-7)
  • La légende de la ville d'Is, kenskrivet gant Françoise Le Roux, Ouest-France Université, « De mémoire d'homme : l'histoire », Roazhon, 2000 (ISBN 2-7373-1413-5). Burutellet e-barzh Hor Yezh 223 (2000).
  • Magie, médecine et divination chez les Celtes, Bibliothèque scientifique Payot, Pariz, 1997 (ISBN 2-228-89112-6)
  • Le Dialogue des deux Sages, Bibliothèque scientifique Payot, Pariz, 1999, (ISBN 2-228-89214-9)
  • Aux origines du breton : Le glossaire vannetais du Chevalier Arnold von Harff, voyageur allemand du XVe, Ogam-Celticum, 1984, (ISBN 2902761031)
  • Dictionnaire étymologique du Breton ancien, moyen et moderne, Roazhon, 1973-1975, 6 levrenn, eus A betek "amleal" hepken.
  • Le Sacrifice dans la tradition celtique, Armeline, Brest, 2005, (ISBN 2-910878-31-7)

Levrlennadur kemmañ

  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner (432 pajenn), miz Du 2013 ( ISBN 978-2-916579-59-7)

Notennoù ha daveoù kemmañ