Theodor Mommsen
(Adkaset eus Christian Matthias Theodor Mommsen)
Christian Matthias Theodor Mommsen (ganet d'an 30 a viz Du 1817 e Garding ha marvet d'ar 1añ a viz Du 1903 e Charlottenburg) a oa ur skrivagner hag istorour alaman.
Sellet a reer outañ evel unan eus an istorourien bouezusañ en XIXvet kantved hag unan eus ar gwellañ arbennigourien war istor Henroma. E-touez e gantadoù a skridoù eo brudet, dreist-holl, e bezh mell Istor Roma (Römische Geschichte) e teir levrenn (1854-1855). Evit se e oa aet gantañ priz Nobel al lennegezh e 1902.
Ezel e voe Theodor Mommsen, etre 1881 ha 1884, eus ar parlamant alaman anvet Reichstag.
E 1867 e voe anvet da ezel a enor en Akademiezh Hungaria ar Skiantoù.