Christophe du Chastel

Christophe du Chastel a oa bet eskob Treger eus 1465 da 1479.

Treustellet a c'hwec'h pezh etre aour ha gul

Buhez eskob

kemmañ

Anvet e oa bet da eil-eskob Jean de Coëtquis adalek 1461. Goude marv hemañ e voe anvet d'e dro da eskob Treger d'ar 7 Genver 1465 gant ar pab Paol II.

En e vare e oa bet peurechuet kloastr iliz-veur Landreger. Lakaat e reas sevel iliz Sant-Mikael, war an uhel a-us Landreger, war-zu ar Vinic'hi, er bloaz 1474. Ne chom ken nemet an tour hirie.

D'an 9 a viz Kerzu 1479 ez eas da Anaon. Robert Guibé e zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Levrlennadur

kemmañ
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960