Clémence de Hongrie

Klemeza Hungaria (1293-1328 Pariz), pe Clémence de Hongrie e galleg, a oa rouanez Bro-C'hall ha Navarra dre hec'h eured d'ar roue gall Loeiz X. Mamm e oa d'ur bugel dalif anvet Yann Iañ. Nizez e oa d'ar c'hont Charles de Valois, pried da Marguerite d'Anjou-Sicile, a oa c'hoar d'he zad.

Merc'h e oa da Charlez Martel Anjev, roue Hungaria, ha da Glemeza Habsbourg, a oa merc'h da Rodolf Iañ, Roue ar Romaned. C'hoar e oa da Charlez Iañ Hungaria.

Marvet e oa he zud gant ar vosenn pa oa daou vloaz, ma voe anvet Klemeza an Emzivadez. Savet e voe gant he mamm-gozh, Mari Hungaria, merc'h d'ar roue Stefan V Hungaria.