Ar Claíomh Solais ("ar c'hleze-luc'h") zo ur c'hleze strobinellet hag a za war wel e meur a gontadenn eus Iwerzhon ha Skos. Renket e vez ar c'hontadennoù-se er marilh "klask ar c'hleze-luc'h". Alies e vez kavet gouroned o klask ur c'hleze e-barzh istorioù iwerzhonat.

Timbrenn a 6 pence skeudennaouet gant ar Claíomh Solais, 1922.

Hervez gwerinoniourion zo e c'hall ar gest bout gwelet evel ur gest-eured. Ar mod-se da welet zo tennet diouzh un istor e-lec'h ma kej ar gouron gant ur vaouez koant ha pinvidik o trec'hiñ war ur gruagach (ur strobineller). Ar gouron gant ar c'hleze-luc'h a vez harpet gant loened alies, evit kas e gest a-benn.

Ar c'hleze zo bet gwelet evel un hêrezh eus an armoù lazh-doueed e gwengeloù Iwerzhon gant meur a skolveuriad, evel T. F. O'Rahilly, hag armoù damheñval evel ar re dalc'het gant doueed keltiek (talm Lugh arveret a-enep Balor, pe goaf hud Cúchulainn anvet Gae bulga hag e gleze anvet Cruaidín Catutchenn.

E gouezeleg Skos e vez graet anezhañ claidheamh soluis pe claidheamh geal soluis ("kleze-luc'h gwenn").