Clachan Sound

(Adkaset eus Clachan Bridge)

Clachan Sound eo anv ar sound, pe brec'h-vor, pe strizh-mor, etre arvor kornôk douar-bras Bro-Skos hag Enez Seil, en Inizi Gall.

Gwel eus ar c'h-Clachan Bridge, pa seller da-gaout an hanternoz. Emañ Seil en tu kleiz, hag an douar-bras en tu dehoù.
Ar pont a vez graet The Clachan Bridge anezhañ.
Erinus alpinus, ur vleunienn eus an Alpoù, he deus kavet bod ouzh moger ar pont


The Clachan Bridge, zo ur pont dreist ar anvet Clachan Sound, 13 kilometr er mervent da Oban en Argyll, Bro-Skos, Savet eo bet ar pont etre 1792 ha 1793. Empentet e oa bet gant Thomas Telford,[1] ha savet gant an ijinour Robert Mylne. Dre fent e veze graet ar pont dreist ar Meurvor Atlantel anezhañ. Ur pont istorel eo, treuzet gant an hent B844, hag evezhiet gant Historic Scotland.


C'hoarvezet ez eus gwelout balumed tapet e Clachan Sound. E 1835 e oa unan a 24 metrad hed hag ur garvan 7 metrad hed a oa chomet sac'het en dazre.

Er voger greisteiz e kaver ar bleunioù Erinus alpinus.

Notennoù

kemmañ
  1. Murray, W.H. (1977) The Companion Guide to the West Highlands of Scotland. London. Collins. Page 121.