Clara Francisca Gonçalves Pinheiro, anavezet evel Clara Nunes (Paraopeba, 12 a viz Eost 1942Rio de Janeiro, 2 a viz Ebrel 1983), a oa ur ganerez vrazilian brudet da vezañ gwellañ kanerez samba ar vro en hec'h amzer ; troet e oa gant ar relijion umbanda.

A-douez he c'hanaouennoù brudetañ e oa bet Canto das Três Raças diwar-benn gouennoù tud he bro.

Enrollet he doa Apesar de Você‎, kanaouenn Chico Buarque, hep gouzout e oa ur ster kuzh d'ar ganaouenn, ma sachas trubuilh war he c'hein ha ma rankas mont da ganañ evit gouarnamant an diktatouriezh, evel meur a ganer all.

Liammoù diavaezAozañ