Clarence Williams (1898-1965) zo ur pianoour ha kaner stadunanat eus Louisiana.

Ganet e oa e Plaquemine, Louisiana. Pa oa 12 vloaz e tec'has eus ti e dud da vont da Orleañs Nevez da heul ar Billy Kersand's Traveling Minstrel Show. Da gentañ e koare botoù ha g e rae mil micher, hogen buan e voe anavezet evel ur c'haner hag aozer abadennoù.

Mont a reas da chom da Chicago ha New York ma varvas e 1965.

Dimezet e oa da Eva Taylor, a varvas e 1977, hag a zo beziet e New York en e gichen. Ur mab o doa, anvet evel e dad. Ur mab-bihan, anvet Clarence Williams III, zo bet aktour.

Brud kemmañ

Anavezet eo anv Clarence Williams evel sonaozour pe kenaozour un toullad mat a sonioù. Darn anezho avat, hervez a lavare e-unan, ne oant ket savet gantañ, met prenet en doa ar gwirioù warne, evel ma oa ar boaz en amzer-se.

Anavezet eo e zoare da ganañ You Rascal You e 1931.


E bladennoù kemmañ

  • Down hearted blues (gant Bessie Smith, 1923)
  • Everybody loves my baby (1924)
  • Albomoù-dastum zo bet embannet abaoe 1994, gant kanaouennoù eus ar mareoù 1928-1929, 1930-1931.

Notennoù kemmañ


Liammoù kemmañ