Claudius Xenophon, pe Xenephon a oa gouarnour roman Britannia Inferior, en Enez Vreizh, war-dro ar bloaz 223.

E anv a lenner war daou vaen-bonn eus ar bloaz-se. Gouarn a reas war-lerc'h Marius Valerianus, a oa e karg c'hoazh e 222, hag e-maez a garg e 225, pa gaver meneg eus ur gouarnour all en un darnenskrivadur ma ne gaver nemet un tamm eus e anv (Maximus). E anv a gaver ivez e Vindolanda hag e Chesters. E dad a vije bet un den anvet T. Cl(audius) T. f(ilius) Papiria Xenophon, meneget en enskrivadurioù, en Egipt ha Dacia dindan an impalaer roman Commodus.