Club Atlético Peñarol

klub mell-droad

Club Atlético Peñarol zo ur c'hleub sportoù uruguayat bet krouet d'an 28 a viz Gwengolo 1891 e Montevideo (Uruguay), Central Uruguay Railway Cricket Club (CURCC) an anv anezhañ er penn kentañ. Degemeret e voe ar vell-droad e 1892 e-touez ar sportoù kinniget.

Skoedig Peñarol (1913).

D'an 13 a viz Kerzu 1913 e voe cheñchet anv ar c'hleub e CURCC Peñarol a-raok mont da gClub Atlético Peñarol d'an 12 a viz Meurzh 1914 da vat.

Meur a lesanv a zo bet roet d'ar c'hleub a-hed e istor : Aurinegros, Carboneros, Manyas, Mirasoles.

C'hoari a ra e grogadoù en Estadio José Pedro Damiani (skipailhoù re yaouank) hag en Estadio Centenario (krogadoù Primera División).

C'hoarierien vrudet kemmañ

Pemp c'hoarier eus PeñarolPeregrino Anselmo, Miguel Capuccini, Lorenzo Fernández, Álvaro Gestido, Carlos Riolfo — a oa perzh eus an dibab uruguayat pa'z eas ar maout gantañ da-geñver Kib vell-droad ar bed 1930.