Clydach (Sir Fynwy)
Ur pennad Clydach zo ivez.
Clydach zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e Sir Fynwy. Emañ er gornaoueg da gêr Y Fenni ha rannet eo e div lodenn gant an hent A465.
En XIXvet kantved e oa kresket kalz ar gêriadenn, en-dro d'al labouradeg dir a oa en draoñienn. Bremañ avat n'eo ket ken buhezek ha ne chom nemet aspadennoù eus al labouradeg. E 2006 e oa bet serret ar skol kentañ derez diwar ziviz kuzul Sir Fynwy.