Colima (stad)
Colima zo unan eus an 31 stad kevredet a ya d'ober Stadoù-Unanet Mec'hiko, e kornôg kreiz ar vro, etre Jalisco en hanternoz hag er sav-heol, ha Michoacán er c'hreisteiz, stok ouzh ar Meurvor Habask. Unan eus ar stadoù bihanañ eo, 5 455 km² dezhi. E niveradeg 2005 e oa 567,996 den o chom enni.
Colima eo ar gêr-benn. Manzanillo (Mec'hiko) ha Tecomán eo ar c'hêrioù bras all.