Colloque français et breton ou nouveau vocabulaire
Colloque français et breton ou nouveau vocabulaire [1]zo ul levr embannet e 1863 e ti L. Prud'homme e Sant-Brieg, hep anv oberour ebet. Gant Amable Troude ha Gabriel Milin eo bet savet [2], evel an Nouvelles conversations en breton et en français e 1857.
Al levr
kemmañ- N'eo ket skrivet e doare-skrivañ ar Gonideg (evel ma oa an Nouvelles conversations en breton et en français, embannet e 1857), ha ne weler k ebet, pa weler skrivet c ha qu: komz, eo ar verb e geriadur ar Gonideg, met e Kolok Troude e lenner: Perac e comzit-hu brezonnec ouzin?
- Un "Avis eus an imprimer" a zo da gentañ (p. 3 -p. 6), ma lenner eo profitabl... evit an dud divar ar meas pere ho deus c'hoant da zisqui ar gallec (p. 3). Anv zo eus ar c'hemmadurioù : er b. 5 ez int anvet chenjamanchou : An holl chenchamantou-mâ a so bet observet el levr-mâ, er faeçon ma vezo cafet ar gueriou ortographet eguis ma renquer ho frononci. Koulskoude e lenner ivez:
- p. 99 : ... ar caera so er bed.
- p 101 : ar re guella.
Fazioù
kemmañUn nebeud fazioù zo el levr, ha darn zo souezhus. Gwir eo ne oa ket Troude ur brezhoneger a-vihanik, evel ma oa Milin, ha n'ouzer ket penaos o deus labouret.
- p. 60 :
- Pebez quentel hoc'h eus-hu? Droukvesk zo etre pebezh ha peseurt, evel a gaver e gwenedeg .
- p. 68 : Les jours sont fort courts - Berr gouall eo an deiz.
- p. 98 : En em bourmen a ran.
- p. 99 : tiou ha ties a gaver evel liester ti.