Conrad Vernon
Conrad Vernon IV, bet ganet e Lubbock (Texas) (Stadoù-Unanet Amerika) d'an 11 a viz Gouere 1968, a zo un aktour, ur mouezhier, ur filmaozer ha saver senario stadunanat.
Anavezet eo en abeg m'en deus kemeret perzh en un nebeud filmoù bevaat produet gant DreamWorks Animation, reoù ar rummad Shrek, Monsters vs. Aliens ha Madagascar 3: Europe's Most Wanted en o zouez da skouer.
Bet e oa bet Vernon war ar studi e California Institute of the Arts[1] e Valencia, Kalifornia kent mont da labourat evel treser storyboard evit ar filmaozer stadunanat Ralph Bakshi (Cool World (1992), 2 Stupid Dogs, Rocko's Modern Life (1993), Nightmare Ned (1997) ha Morto the Magician (2001)).
E 1996 ez eas da labourat evit DreamWorks Animation d'ober war-dro ar film bevaat Antz. Goude-se e voe lakaet da labourat war ar film bevaat Shrek.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Graet e vez CalArts eus ar Skol-veur-se ivez.