Constantina (merc'h Constantinus)
Constantina, pe Constantia pe Constantiana (war-dro 307 ha 317 - 354), a oa merc'h d'an impalaer roman Constantinus Iañ ha d'e eil pried Fausta Flavia Maxima.
He buhezAozañ
Ganet e oa etre 307 ha 317. He zad Constantinus a oa mab d'an impalaer Constantius Chlorus, hag he mamm a oa merc'h d'an impalaer Maximianus.
En 335 e timezas Constantina d'he c'henderv Flavius Hannibalianus. Anvet e voe da Augusta gant he zad. Goude marv he zad e 337 e voe lazhet he fried Hannibalianus. Ha setu Constantina hec'h-unan e penn an impalaeriezh.
E 349 e voe roet gant he breur, Constantius II, da bried da Constantius Gallus, nevez-anvet da Gaesar.
Anvet eo bet da santez gant an Iliz katolik.