Constantius III (latin: Flavius Constantius Augustus), ganet e Naissus, e Moesia, ha marvet d'an 2 a viz Gwengolo 421 e Ravenna, a voe impalaer ar C'hornôg e 421, eus an 8 a viz C'hwevrer betek e varv.

Dimeziñ a reas d'ar 1añ a viz Genver 417 da Galla Placidia, merc'h d'an impalaer Theodosius Iañ ha Galla. Galla Placidia a zo ivez hanterc'hoar d'an impalaer Honorius. Daou vugel a vo : Valentinianus III, ha Justa Grata Honoria.

Flavius Constantius a zo bet ur jeneral feal da Honorius. E 411 e voe laket e penn arme roman Honorius (ar pezh a chom !). Dont a reas a-benn da skarzhan an holl alouberien en amzer se : e 411, Maksim, e bro Spagn, Kustentin (Constantinus III) ha Constans, e Galia, e 413, Jovinus, e Galia, e 416, Attalus en Italia.

Disammet diouzh Vandaled, Sueved, Alaned, Wizigoted, ul lodenn vras eus Galia a zeu en dro dindan urzh Ravenna.

Flavius Constantius a zo bet koñsul ar C'hornog div wech ː

- e 414, gant Constans evit ar Reter

- e 417, gant an impalaer Honorius, o zaou evit ar C'hornog, hep kenseurt evit ar Reter[1]

Dies imperii : 8 C'hwevrer 421, dindan anv Constantius III.

Da heul, Galla Placidia a zo anvet Augusta = Impalaerez.

Nac'het eo gant Theodoz II, impalaer ar Reter.

Prest da vont da vrezeliñ ouzh Theodoz II abalamour Illyria ar Reter, Constantius III a ya da Anaon an 2 Gwengolo 421[2].

Daveoù kemmañ

  1. André Blanc ː L'homme emprisonne le temps. Les calendriers. Les Belles Lettres. 1986. p. 81
  2. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994