Digeriñ al lañser pennañ

Constitutio Antoniniana ('Bonreizh Antoninus") a oa un destenn diazez embannet e 212 gant an impalaer roman Caracalla da zisklêriañ e c'halle an holl dud disklav en Impalaeriezh roman kaout gwirioù ar geodedourien roman.

CaracallaAozañ

Ar skrid a zo bet embannet pe e-kerzh an hañv pe e-kerzh an diskar-amzer 212 (e 213 hervez Istor Aogust, Caracalla, V & III, ha Cassius Dio) [1]

Efedoù ar skrid-embannAozañ

  • lakaat war gresk niver an dud da baeañ tailhoù;
  • lakaat war gresk tud evit an arme;
  • plaenaat ar melestradur;
  • lakaat ar bobloù da gaout doujañs evit doueed Roma, en o zouez an impalaer e-unan. Adalek ar skrid-embann mañ, Caracalla a zo anvet ivez Rector Urbis = Rener ar Gêr (Roma) ǃ [2] [3] (Roma bezhañ mestrez ar Bed)

Adalek ar skrid-embann mañ, Bretoned, Galianed, Jermaned ar rannvrouioù roman a zo keodedourien roman da vat, gant ar memes gwirioù ha ar memes dleoù evit ar pezh a sell ar Stad, memes m'az int aotreed da virout o stumm da vevañ hag o lezennoù diabarzh gentañ.

DaveoùAozañ

  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994. p. 73
  2. Lucien Jerphagon : Histoire de la Rome antique. Les armes et les mots. Taillandier 1987; p. 360-361
  3. http://www.cnrtl.fr/definition/urbi%20et%20orbi