Conta'm zo ur gevredigezh okitanek staliet e Nay er Pireneoù-Atlantel, arbennikaet war an advouezhiañ a-vicher en okitaneg abaoe 2010[1].

Advouezhiet e vez dreist-holl tresadennoù-bev, filmoù hag heuliadennoù, ha labourat a ra Conta'm asambles gant Dizale, ar gevredigezh a-vicher war an advouezhiañ e brezhoneg[2].

Skignet e vez ar videoioù er salioù sinema pe war lec'hienn ar chadenn skinwel Òc Tele[2]. Lod a vez embannet war-lerc'h e DVD, pe lakaet enlinenn war ÒCVOD, al lec'hienn VOD da baeañ embannet gant Conta'm[3].

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. (oc) Conta'm : A la descobèrta deu doblatge, Òc Tele, d'an 20 a viz Here 2017
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Bretagne: Après Columbo et Astérix, Terminator et Lucky Luke vont parler breton, 20 minutes, d'ar 15 a viz Ebrel 2019
  3. (oc) Lo cinemà en occitan amb Òcvod, Lo Diari, d'an 3 a viz Mezheven 2021