Convergència i Unió
Convergència i Unió (pe CiU) zo un emglev etre daou strollad politikel eus Katalonia anvet Convergència Democràtica de Catalunya hag Unió Democràtica de Catalunya. Daou strollad eus an tu kreiz-dehou int, CDC a-du gant ar frankizouriezh hag UDC gant an demokratelezh kristen. Ul luskad broadelour eo CiU, hag a c'houlenn muioc'h a emrenerezh evit Katalonia kentoc'h eget an dizalc'hted leun.
E penn gouarnamant Katalonia eo bet ar strolladoù CDC hag UDC etre 1980 ha 2003, dindan ren Jordi Pujol, a voe prezidant ar Generalitat de Catalunya betek dibenn 2003. Etre 2003 ha 2010 ne oa ket er galloud e Katalonia, daoust ma oa CiU ar strollad brasañ e parlamant Katalonia, rak renet e oa ar vro gant un emglev savet etre strolladoù eus an tu-kleiz. D'an 28 a viz Du 2010 e oa aet ar maout gant CiU adarre, er votadeg evit parlamant Katalonia[1].
CiU eo an trede strollad brasañ dileuriet e parlamant Spagn, war-lerc'h ar PSOE (sokialourien) hag ar Partido Popular (mirourien).
Notennoù
kemmañ- ↑ Avui, CiU guanya les eleccions al Parlament de Catalunya 28/11/2010
Liammoù diavaez
kemmañ- Convergència i Unió (CiU) (e katalaneg)